Le Serpent

Eus Wikipedia

Le Serpent[1] (An Naer e brezhoneg) zo ur film gall[2], sevenet gant ar filmaozour gall Henri Verneuil e 1973.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tra m'edo Aleksei Vlassov, ur c'horonal eus ar c'hKGB, o veajiñ e Bro-C'hall gant e wreg e c'houlenn bod digant ar polis gall ha, damc'houde, ma vo-eñ kaset d'ar c'hannati stadunanat an abretañ ar gwellañ. Dre ma ne deu ket a-benn na Berthon, penn Renerezh Evezhiañ an Tiriad, nag e eiler Tavel da gaout ditour digant an tec'hiad rusian ez eo ret dezhe plegañ ha selaou outañ. Dibab a ra Tatiana Vlassov, gwreg an ofiser, distreiñ da URSS da-gaout he bugale ha fiziet eo Vlassov er CIA. Diskuliadurioù Vlassov a laka an tan da gregiñ er plouz : un nebeud treitourien a zo e servijoù spierezh hag enepspierezh ar C'hornôg ! Ha goude bezañ roet o anv e krog ar gannadenn vras : c'hoarvez a ra un toullad a emlazhioù hag a varvioù iskis e metoù ar servijoù kuzh, en Europa a-bezh. Peadra d'en em c'houlenn piv a raio e vad eus ar saviad a-barzh fin ar gont...

Roll ar gomedianed pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Night Flight from Moscow an titl anezhañ e saozneg.
  2. Ur c'henbroduiñ alaman hag italian eo.