Le Morte d'Arthur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
The Last Sleep of Arthur in Avalon (kroget e 1881), gant Edward Burne-Jones (marvet e 1898), levezonet bras gant Le Morte d'Arthur en e labour.
"How Sir Bedivere Cast the Sword Excalibur into the Water", skeudenn e-barzh Le Morte Darthur, J. M. Dent & Co., London (1893-1894), gant Aubrey Beardsley.

Le Morte d'Arthur, pe Le Morte Darthur hervez an anv orin, zo un dastumad danevelloù saoznek diwar-benn mojenn ar Roue Arzhur hag an Daol Grenn, gant Thomas Malory (1405-1471).

E 1485 e voe embannet, gant William Caxton. Le Morte d'Arthur eo al levr saoznek brudetañ zo bet skrivet diwar-benn mojenn Arzhur. Gant skrid Malory eo bet awenet an darn vrasañ eus ar re o deus meret an danvez-se, evel T. H. White da sevel The Once and Future King pe Tennyson evit The Idylls of the King.