Lazhadeg Binh Tai

Eus Wikipedia
Proviñs Quảng Ngãi e Vietnam

Lazhadeg Binh Tai Lazhadeg Bình Tai a zo bet ul lazhadeg kaset da benn gant lod lu Republik Su Vietnam bet kaset e brezel Vietnam. Sevenet ez eo bet al lazhadeg d'an 9 a viz here 1966 o welet 68 sivil hep armoù o vevañ e kêriadenn Bình Tai bezañ lazhadeget. Kêriadenn Binh Tai a oa e proviñs Quảng Ngãi er Su Vietnam. An tu a zo da liammañ al lazhadeg-se gant lazhadeg Diên Niên e proviñs Phước Bình.

An dachenn a oa ul lod d'eus al lec'h brezel bet lakaet dindan karg ar brigadenn Aerouant C'hlas d'eus an SMRK (Strollad Marines Republik Korea). Darn ar gouzañverien a oa bugale, merc'hed ha tud kozh.

Ar gazetenn Su Korean Hankyoreh en deus bet enklasket tro-dro d'al lazhadegoù e-pad brezel Vietnam a-berzh ar soudarded su Korean hag en deus bet kavet lod all ouzhpenn da lazhadeg Binh Tai.

Ar c'horonal Kim Ki-tae, Penn ar 7vet kompagnouniezh, 2vet brigadenn an SMRK (Strollad Marines Republik Korea), en deus kofeset d'ar gazetenn su Korean Hankyoreh[1]. oberioù an devezh 9 a viz here 1966 e Binh Tai. Ar soudarded Su Korean o devoa bet plantet tan e tiez ar gêriadenn ha gortozet e teufe maez an dud evit tennañ warno diabeg.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]