Lavar PHP

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh programmiñ (pe lavar programmiñ) da zewezhiañ eo al lavar PHP erounezet war an dafariad (pe servijer), eleze ne vez ket oc'h erounit war tu an arval (war urzhiataer an implijer) evit ar reizhiadoù arval-dafariad evel ar re arveret war ar genrouedad da skouer. Er c'hontrol e vez ur goulevig erounit skrivet e Javascript pe un "applet" Java oc'h erounit war urzhiataer an arval. Kevreadur an areg a zeu eus an areg C, an areg Perl hag an areg Java.

Perzhioù an areg PHP[kemmañ]

  • Aozet eo al lavar PHP gant ur gumuniezh bras,
  • Digoust ha frank eo mamenn (ar c'hod) tarzh PHP (dasparzhet e vez PHP dindan al lañvaz (pe an aotre) GNU GPL),
  • Eeunder ar skrivañ goulevioùigoù erounit e PHP,
  • Lank a zo d'ensoc'hañ (enlakaat) goulevioùigoù erounit PHP e-barzh goulevioù skrivet e HTML,
  • Moaien 'zo ober gant an areg-se ur c'hetal (pe etrefas) aes da zanzen ouzh stlennvonoù 'zo evel MySQL, dreist-holl an hini arveretañ gant PHP.
  • Kevanaet (~ kenstaget) e vez gant ul lodenn eus an dafariad Web evel da skouer Apache, Microsoft IIS ...

Istor an areg PHP[kemmañ]

Danzeet e oa bet an areg PHP e 1994 gant un den anvet Rasmus Lerdorf. Implijout a rae hemañ an areg nevez-se da virout ur roud eus pep gweladenn graet gant an dud a oa o tont war e lec'hienn Genrouedad da welet e CV. Pep gweladenn e veze graet a oa renket e-barzh ur stlennvon gant azgoulennoù (pe rekedoù) SQL. Ar goulevig erounit 'ni eo a roe an tu da gadaviñ daveennoù ar weladennerien er stlennvon. Dedennet e voe kalz a dud gant ar goulev-se (ar programm-se) hag e voe goulennet digant R. Lerdorf ar gwir d'arverañ o-unan anezhañ. Setu perak e oa bet lakaet gant R. Lerdorf ent-linenn handelv (stumm) kentañ e c'houlevig e 1995 e voe roet dezhañ an anv : Personnal Sommaire Page Tools. Diwezhatoc'h e oa bet roet an anv Personnal Home Page v 1.0 dezhañ.

Ur berzh en doa graet an areg nevez-se ha dre-benn da se e voe divizet gant R. Lerdorf arwellañ anezhañ hag ouzhpennañ ennañ frammoù astennetoc'h evel dodoù arredeiñ pe frammoù amplegadek pe c'hoazh ar skor evit MySQL. E-gizh-se 'oa e oa deut er-maez handelv daou an areg notet PHP v2 en hañv 1995. Arveret e voe buhan war ur yoc'h lec'hiennoù.

E 1997 e oa bet divizet gant daou zen, Zeev Suraski hag Andi Gurmans, mont da labourat gant R. Lerdorf da frammañ ul laz gouleverien (programmerien) da zanzen PHP 3 (tri den arall a gejas gant Lerdorf diwezhatoc'h : Stig Bakken, Shane Caraveo ha Jim Winstead). Hegerz e voe an handelv PHP 3 ar 6 a viz Mezheven 1998. E 1999 e oa bet deut er-maez PHP 4.

Un nebeut RASV (Reizhiad Ardeiñ (~merañ) ar StlennVon) skoret gant PHP[kemmañ]

  • AdabasD
  • dBase
  • Empress
  • FilePro
  • Informix
  • InterBase
  • mSQL
  • Solid
  • SyBase
  • Velocis
  • Unix dbm

Dewezhiadur ar boneg (ar c'hod) gant an dafariad[kemmañ]

Ur restr destenn didres eo ur goulevig erounit PHP. Enderc'hel a ra ditouroù skrivet gant nodoù ASCII 7 bit ensoc'het e-barzh ur boneg HTML oc'h ober gant balizennoù spesadel (<? ha ?>) ha kadavet en dafariad. Rankout a ra ar goulev PHP bezañ un astenn .php e difin e anv evit e vefe en araez an dafariad da erounit anezhañ.

Pa vez ur merdeer (an arval) o tont da haeziñ (pe da zigeriñ) d'ur bajenn dialuskel ergrafet e PHP :

  • Anavezet e vez an astenn php gant an dafariad hag e vez treuzkaset ar restr PHP d'an dewezhier,
  • Adal ma vo an dewezhier o lenn ur valizenn e ouezo ganti e vo al linennoù da heul boneg PHP (<?), ne vo ket ken lennet an ditouroù hogen e vint erounezet gantañ.
  • Erounezet e vo neuze an ditouroù ha kaset an ec'hankadurioù c'hoarvezus d'an dafariad,
  • E dibenn ar goulevig erounit e vo kaset an disoc'h d'an arval.

Setu ur skouer :

<html>

<head><title>Skouer</title></head>

<body>

<?php

echo "Penaos 'mañ kont ?";

?>

</body>

</html>