Laure Manaudou
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Poltred tennet d'ar 5 a viz Even 2005 er Champs-Élysées e Pariz, da-geñver ur vanifestadeg da vrudañ emginnig ar gêrbenn evit c'hoarioù olimpek 2012.
Laure Manaudou zo bet ganet e Villeurbanne, d'an 9 a viz Here 1986. Lesanvet eo « la reine des bassins ». 1 metr 80 eo ha pouezañ a ra 63 kg. Hec'h arouez zodiak eo « balañs ». Resevet he deus an titl a varc'heg eus al lejion a enor e 2004. Gounezet he deus ur vedalenn aour er c'hoarioù olimpek evit ar 400 metr neuñv libr (e 4'5"34), e 2004, en Aten. Tapet he deus rekord ar bed an 200 m neuñv libr (e 1'55"52) e 2007, e Melbourne.
Neuial a ra etre 15km ha 20km bemdez.
Kroget e oa da gemer perzh e kenstrivadegoù da 8 vloaz. E 2000, da 13 vloaz, he deus kemeret perzh e kampionnad Frãns. Da 14 bloaz e oa aet da chom e rannvro Pariz gant Philippe Lucas, he gourdoner. He fal da zont eo C'hoarioù Olimpek Beijing e 2008.