Lapti

Eus Wikipedia
Ur re lapti

Ul lapot (skrivet лапоть e ruseg, liester eo lapti)[1] zo ur votez rus graet gant rusk gwez tilh pe bezv pe oulm.

Anavezet int abaoe ar ragistor. Mouloù koad a servije d'ober anezho zo bet kavet en annezlec'hioù eus nevezoadvezh ar maen.

Gwisket e vezent gant tud paourañ koadoù bras an hanternoz, pe Finned pe Slaved. Aes e vezent d'ober hogen ne badent ket pell.

Douget e veze lapti en Rusia betek er bloavezhioù 1930. Hiziv e vezont gwerzhet d'an douristed pe gwisket da-geñver abadennoù gant dilhad kozh.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. En ruseg e vez lavaret лапти eus botoù marc'had-mat, pe douget gant ar re baour, ha лапотник (lapotnik), eus un den re baour da brenañ botoù mat.