Lanfeust de Troy

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Ur rummad bannoù-treset eo Lanfeust de Troy, unan eus perzhioù brasañ er rumm-mañ abaoe ar bloavezhioù 1990. Gant Christophe Arleston eo bet savet ar senario, hag an tresadennoù gant Didier Tarquin. Embannet int bet gant an ti embann Soleil. Kelc'hiad kentañ troioù-kaer Lanfeust, deskard gov eus ar blanedenn Troy, eo "Lanfeust de Troy". Lanfeust des Étoiles eo an eil hag an trede hini Lanfeust Odyssey. Kavet e vez kalz a bannoù-treset diwar-benn bed Troy evel Conquérants de Troy, Trolls de Troy, Les Légendes de Troy pe Gnomes de Troy - hag a zo istorioù avanturioù Lanfeust hag e gamaladed pa oant bihan.

Diverradenn an istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troy zo ur blanedenn poblet gant tud, trolled ha krouadurioù all euzhus pe euzhusoc'h :

  • Ur galloud hud o deus tost an holl dud : lakaat ar blev da hiraat, lakaat an dent da gouezhañ, lakaat ar metalioù da deuziñ pe kerzhet war an dour (gant nompas mont re bell diouzh ur fur deus Eckmül, adkaser an hudouriezh).
  • Krouadurioù gouez eo an Drolled hervez an dud, sevenet-tre int avat diouto o-unan. Chaseal a reont tost kement a dremen war-hed taol dezhe. Kreñv-hardizh a-gorf, ne zoujont ket nemeur a dra, nemet an dour a c'hallfe - daonet e vo ! - gwalc'hiñ anezhe.

Kregiñ a ra istor Lanfeust de Troy e ti-govel Glinin, kêriadenn c'henidik Lanfeust, e lec'h m'emañ o labourat evit ar Mestr Gramblot e-giz deskard. Un deiz e erru ar marc'heg Or-Azur evit lakaat kempenn e gleze. Pa douch Lanfeust pommell ar c'hleze-se e resev ur galloud hud kreñv-tre. Graet eo ar bommell-se gant ivor ar Magohamoth, aneval fabulus. Ar galloud peurvoudek en deus Lanfeust. Kinnig a ra Nicolède, fur Glinin, da Lanfeust mont da Skol-Veur an hudouriezh en Ekmul. Mont a ra neuze Lanfeust, Nicolède, Cixi ha C'ian betek Ekmul, da c'houlenn tiouroù diwar-benn ar pezh a zo c'hoarvezet ha diwar-benn ar Magohamoth, digant fured-veur Ekmul. War an hent e kejont gant un troll anvet Hebus, hag a zo strobinellet gant Nicolède. Doñv e teu Hebus da vezañ ha heuliañ a ra anezhe neuze en o beaj. Erruet en Ekmul e welont ar fured-veur ha chom a ra Lanfeust da studial ha da vezañ studiet. Met kudennoù a vo ha mont a raio ar skipailh davet ar Magohamoth, mamenn an hud. Lakaet e vint diaes gant ar morlaer Thanos hag en deus ar memes kerentiezh ha Lanfeust gant ar Magohamoth.

Bed Troy[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troy a zo ur blanedenn e lec'h m' o deus tost an holl annezidi ur galloud hud disheñvel an eil diouzh egile. Hogen, ret eo bezañ e-kichen ur fur eus Ekmul, adkaserien an hud, evit gellout implij o galloud. Labourioù an dud a zo diouzh o galloud hud. Gwelet e vez tud gant ar galloud da reiñ ar sec'hed (ar plac'h-se a zo servijourez) pe ar galloud da cheñch tu d'an avel (d'ur martolod). Diorren a ra hollved Lanfeust de Troy a feur ma za an heuliad war-raok (kartennoù hag holloueziadurioù war-benn Troy zo bet savet neuze gant an aozerion). Ul loen eo ar Magohamoth ha n'eo ket bet anavezet krenn morse, ha kaset zo bet meur a enklask diwar e benn. Mammenn an hudouriezh war Troy eo. Evit adkas an hudouriezh-se e c'hell lod eus annezidi Troy dioueriñ o galloud ha dont da furion hag o labour eo skignañ an hudouriezh en-dro dezho war ar blanedenn.

Evezhiadenn war ar BT[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tu all d'ar pezh hollved a zo en-dro da Lanfeust de Troy o deus graet an aozerien o soñj da lakaat un tamm fent. Ma n'eo ket gwall stank ar geriennoù kuzh hag ar c'hoarioù gerioù da gregiñ e teuont da vezañ stankoc’h-stankañ, an tu-kreñv gante zoken, el levrioù diwezhañ. A-bep seurt a zo : testennoù koachet mat divinadelloù enne pe c’hoarioù bihan, c'hoarioù gerioù, pell soutiloc'h evit na soñjfed a-wezhioù. Sed amañ, titl al levr 6, Cixi impalaerez, a seblant bezañ da gentañ ur c'hoari gerioù aezet gant Sissi impalaerezh, Cixi avat zo bet ur gwir impalaerez sinat.


Tudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lanfeust[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lanfeust a zo un avanturier yaouank eeunik-tre hag a c'hell gant un taol lagad, lakaat ar metaloù da deuziñ. Pa stok ouzh olifant ar Magohamed en deus ar galloud peurvoudek. Ar wech kentañ eo e oa gwelet an dra-se war Troy. Kouezhañ a ra ar roll-se warnañ hep ma vefe prest, met sikouret e vo gant e vignoned.

  • Peizant eeunig:

Goude bezañ beajet e pep lec'h e Troy, ha pelloc'h c'hoazh e-barzh Lanfeust des Etoiles, e chom Lanfeust ur peizant hag a vo lesanvet troc'her-buzhug, « plouc », gant e enebour Thanos. An dra gentañ en deus goulennet diwar benn ar galloud peurvoudek a oa, « Ha tu vo sellet a-dreuz saeoù ar mec'hed ? ». Ar pezh a zalc'ho Lanfeust da chom diouzh an tu mat ha da chom hep mont d'an tu fall a zo e blaender peizant.

  • Haroz memestra:

Un haroz dic'hortoz eo Lanfeust, sot a-wechou, dilec'hiet atav. Dont a ra bepred a-benn d'en em ziluziañ eus ar c'hudennoù.

C'ian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'ian a zo merc'h Nicolède ha c'hoar Cixi, ur plac'h dous ha romantik-tre eo, c'hoant he deus da gaout un tropellad bugale gant un ti e-kichen ar stêr. Lanfeust hag a zo he c'hefrisa e-penn kentañ an istor n'en deus ket ar memes soñjoù e-keñver an dra-se, ha gwelet e vo penaos e echuo an garantez-se e-kerzh an istor. Kouezhañ a ra C'ian e karantez gant ar marc'heg Or-Azur a ne baouez ket da verc'heta. Ar c'houplad-se a zo arouez ar c'houpl peurvat, kourtes ha klasel-tre.

Cixi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cixi, merc'h Nicolède ha c'hoar C'ian, a zo ur bikez hag a blij dezhi c'hoari troioù fall da Lanfeust. Jalous-kenañ eo eus an darempred etre he c'hoar ha Lanfeust e fin an istor. Ar galloud da aezhennañ pe da skornañ an dour he deus. Cixi a zo an dudenn a zo aet ar muiañ war-raok, deuet eo da vezañ impalerez en albom 6 hag ur priñsez e-barzh Lanfeust des Etoiles.

  • « Ombre ténébreuse »:

E-pad tiranterezh Thanos war Ekmul e vo Cixi ar « skeud du »-se e-kerzh an noz evit stourm a-enep an tiranterezh-se. Akipet eo gant ur skourjez he deus anvet « Polprédo » hag un erevent anvet « Tornado », gant ur maskl evel hini Zorro. Diskuliet eo orin hec'h anv e-barzh an albom Cixi Impératrice.

Mestr Nicolède[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nicolède a zo fur Glinin ha tad C'ian ha Cixi. Kavet eo bet gantañ e oa an olifant a zeue eus un aneval mojennek anvet ar Magohamoth hag a roe ur galloud peurvoudek da Lanfeust. Kaset en deus neuze Lanfeust da Ekmul a-benn ma vefe studiet gant an tri fur meur.

  • Gouizieg ha hud :

Nicolède, gouizieg, istorour, diellour, a vez bepred e fri en agrippaoù. E-giz ur fut gwirion eus Ekmul en deus renoñset d'e c'halloud personnel evit bezañ un adkaser hud.

  • Un tad:

Nicolède a zo skeudenn an tad e-barzh ar saga. E-penn kentañ an istor ez eo Lanfeust kefrisa C'ian. D'ar mare-se e vo Nicolède ur mentor evit Lanfeust, dezhañ ur galloud peurvoudek na oar ket implij mat c'hoazh. Nicolède a zo ivez un tad, memes ma ro ar memes karantez d'e ziv verc'h e tiskouez bezañ tostoc'h eus C'ian hag a zo furoc'h, jentiloc'h... eget Cixi.

Hébus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hebus a zo un troll. Goude bezañ bet strobinellet ez eo deuet eo da vezañ ur c'hamarad laouen gant ur c'hreñvder dudius evit ar skipailh dre ma 'z eo bet achantet gant Nicolède. Deuet eo da vezañ un troll speredek-tre, speredekoc'h eget Lanfeust zoken. Hebus a vo ur sikour bras abalamour d'e greñvder ha d'e strategiezh e-kerzh an istor.

  • Troll achanteret:

E-kerzh an istor e torr meur a wech achanterezh Hebus, ar pezh a lakaio ar skipailh diaes a-wechoù (atav e gwirionez). E-kerzh un emgann gant trolled all e rank Nicolède terriñ achanterezh Hebus evit ma c'hellfe chom bev peogwir ez eo kreñfoc'h pa vez e gouezeri. Adwelet e vo anezhañ un tamm war lec'h, sevenet e oa, hep bezañ achanteret ken gant Nicolaède hag a zo an hini nemetañ en deus merzet an dra-se.

  • Un troll plijus:

Aon en deus rak an dour nemetken, peogwir e c'hellfe gwalc'hiñ anezhañ. Plijet-tre eo gant e gelien, gant e vignoned, an emgannoù hag al loened lipous.

Thanos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gellet en dije Thanos ar morlaer bezañ ur fur-meur ma ne'n dije ket trubardet Ekmul. C'hoant en doa Thanos da ober e renkoù e-unan war Ekmul hep ar furioù-meur all. Tu zo dezhañ en em deleportiñ en ul lec'h en deus gwelet dija. Bez en deus ar memes kerentiezh ha Lanfeust gant ar Magohamoth, memes ma chom Lanfeust un tamm kreñvoc'h.

  • Jalouzi ha c'hoantoù

Ar v'hoari a blij ar muiañ da dThanos eo ar jahinerezh, dreist-holl pa'n dez Lanfeust da jahinañ. Mezhekadenn: Thanos a zispriz kalz Lanfeust hag a zo ur peizant evitañ (evit an holl e gwirionez), ha plijet-tre eo Thanos o reiñ lesanvioù dezhañ evel « plouc » pe « bouseux », an hini a blij ar miuañ da dThanos a chom preñv-douar (« cloporte )» da ziskar e gribell da Lanfeust, d'e izelat. Brasoniaj: Dre forzh asuriñ ez eo-eñ mestr nemetañ ar galloud peurvoudek ec'h en em c'houlennomp ma n'emañ ket kahunek Thanos dirak Lanfeust, ar gwir haroz.

Al Levriou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. L'Ivoire du Magohamoth (ISBN 9782877642576)
  2. Thanos l'Incongru (ISBN 9782877643061)
  3. Castel Or-Azur (ISBN 9782877643948)
  4. Le Paladin d'Eckmül (ISBN 9782877645669)
  5. Le Frisson de l'Haruspice (ISBN 9782877646468)
  6. Cixi Impératrice (ISBN 9782877647953)
  7. Les Pétaures Se Cachent pour Mourir (ISBN 9782877649230)
  8. La Bête Fabuleuse (ISBN 9782845650336)

Pennadoù karr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]