Lalla Fatma N'Soumer
Eus Wikipedia
Lalla Fatma N'Soumer (1830 - 1863), zo un harozez kabil a stourmas a-enep ar C'hallaoued en XIXvet kantved. Kemer a reas penn emsavadeg an Igawawen (anv istorel Kabiled an Djurdjura) pa glaskas Bro-C'hall aloubiñ Kabilia er bloavezhioù 1850.
Hec'h anv [kemmañ]
- « Lalla » zo un titl roet d'ur vaouez a renk uhel, pe d'ur santez, dre zoujañs, hag a glot gant « Sidi ».
- « Fadhma» eo distagadur berberek an anv arabek Fatima.
- « N'Soumer » a zo « eus Soumer », kêriadenn ma en devoa he zad ur Zaouia.
He gwir anv kabilek eo Fadhma Sid Ahmed
An istorour gall Louis Massignon a rae « Janed Ark an Djurdjura » anezhi.
He buhez [kemmañ]
Ganet e oa en 1830 e Kabilia Uhel, e biz Aljeria, en ur gêriadenn anvet Werja, tost da Aseqif n Tmana. Merc'h e oa d'ar cheikh Ali ben Aissi ha da Lalla Khlidja. He zad a oa e penn ur skol goranek liammet ouzh zaouïa Rahmania ar Sidi Mohamed ibn Abderahmane Abu Qabrein.