Lahoueg

Eus Wikipedia

Ur yezh sinek-tibetek eus is-skourr ar yezhoù lahouek eo al lahoueg (lahu, lohei, lahuna, laku, kaixien, namen pe mus(s)uh) komzet gant tro-dro da 580.000 den en holl e mervent Yunnan e Sina (411.476 den e 1990) hag e Laos (2.000-2.500 den e 1973), Myanmar (125,000 den e 1993), Tailand (28.000 den e 1993) ha Viêt Nam (5,400 den e Viet Nam 1993).

Teir rannyezh pennañ ez eus:

  • Naeg (na, lahoueg du, lahoueg an norzh, musser dam pe loheirn)
  • Nyieg (nyi, lahoueg ruz, lahoueg ar su, musseh daeng pe luhishi)
  • Cheleg (sheleh)


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]