Laetitia Le Corguillé

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Laëtitia Le Corguillé zo ur sportourez BMX eus Breizh, bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1986 e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor).

Laetitia Le Corguillé - Frejus 2007 - da geñver kib ar bed ar BMX

Kroget eo gant ar BMX e 1991 o tapout skouer war he breur bras Emeric Le Corguillé. E 2005 eo bet degemeret e pol Frañs ar BMX en Aix-en-Provence ma pleustras start evit kemer perzh e Beijing e c'hoarioù olimpek 2008. Ar bloaz-se eo e voe degemeret evit ar wech kentañ ar BMX evel sport olimpek. Eno eo ez eas ar vedalenn arc'hant ganti pa arruas da eil goude ar C'hallez Anne-Caroline Chausson.

Loreadeg[kemmañ]

C'hoarioù olimpek[kemmañ]

  • Silver Medalenn arc'hant e c'hoarioù olimpek 2008 (Beijing), Banniel Sina Sina

Kampionad ar bed[kemmañ]

2004
  • 2vet plas e kampionad ar bed, rummad yaouankidi (BMX)
2005
  • 3de plas e kampionad ar bed (BMX)
2006
  • Kampionez ar bed war varc'h-houarn Cruiser (ar marc'hoù-houarn Cruiser zo rodoù 24 meutad dezhe. 20 meutad eo rodoù ar BMX)
  • 8vet plas e kampionad ar bed (BMX)
2007
  • 8vet plas e kampionad ar bed (BMX)
2008
  • 8vet plas e kampionad ar bed (BMX)

Kib ar bed an Unaniezh varc'hhouarnerezh etrebroadel (UME)[kemmañ]

  • 1 e 2007, 2009, 2010 (gounezet 3 zroiad war 4)
  • 2vet e 2008
  • 3de e 2005

Kampionad Europa[kemmañ]

  • Kampionez Europa BMX, rummad yaouankidi : 2004
  • Kampionez Europa BMX : 2005, 2006 ha 2008
  • 2vet BMX e 2007, 2009
  • Kampionez Europa Cruiser : 2006

Kampionad Frañs[kemmañ]

  • Kampionez Frañs BMX : 2006, 2008, 2009 ha 2010
  • Kampionez Frañs Cruiser : 2004, 2005

Kenstrivadegoù all[kemmañ]

2007
Roc d'Azur (Fréjus - Okitania)

Liammoù diavaez[kemmañ]