Ladon (doue-stêr)
Eus Wikipedia
Ladon a oa un doue-stêr a rede dre Arkadia, hag evel e dri mil breur ha c'hoar e oa mab da Okeanos ha Tetis. Krediñ a rae Hellaziz an Henamzer e teue dour ar stivelloù eus ar bed dindan zouar a oa liammet ouzh ar mor.
Ar stêr [kemmañ]
Λάδωνας / Ládonas eo anv ar stêr e gresianeg a-vremañ. Emañ e eienenn er c'hornog da Tripoli, en Arkadia. Adstêr eo d'an Alfeios, a ya da aberiñ er Mor Enezek. Meneget eo an anv e Teogonia ar barzh Hesiodos.
Ar vojenn [kemmañ]
Lakaet eo da dad div verc'h:
- Metope, a vo pried Asopos ( a zo anv pemp doue-stêr)
- Dafne, a vo karet gant Apollon. Koulskoude eo kontet Dafne da vezañ ivez merc'h d'un doue-stêr all, Peneios.
Hervez Ovidius e oa tad ivez da Sirinks, un hamadriadez a voe troet da raosklenn evit tec'hel rak an doue Pan, ha hennezh a reas ur fleüt anezhi.
Pa voe gwallet an doueez Demeter gant he breur Poseidon en em walc'has e dour Ladon .