La Vingt-cinquième Heure (film)

Eus Wikipedia

La Vingt-cinquième Heure (Ar Pempvet Eur warn-ugent e brezhoneg) zo ur film sevenet gant ar filmaozour gall Henri Verneuil e 1966.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1967 : 16 a viz C'hwevrer (New York, Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet), 24 a viz Meurzh (25. tunti Banniel Finland Finland), 23 a viz Ebrel (The 25th Hour Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet), 26 a viz Ebrel (Bro-C'hall Bro-C'hall), 20 a viz Mae (A 25 ª Hora Portugal Portugal), 12 a viz Mezheven (Femogtyvende time Banniel Danmark Danmark), 5 a viz Here (La hora 25 Banniel Mec'hiko Mec'hiko), 9 a viz Here (La hora 25 Banniel Spagn Spagn), 30 a viz Here (25:e timmen Banniel Sveden Sveden),
  • Padelezh : 130'.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1938, e Rouantelezh Roumania. Emañ Johann Moritz hag e wreg Suzanna o chom en ur gêriadenn, Fontana an anv anezhi. Da-geñver badeziant e eil bugel en deus pedet ar c'houblad yaouank ar pop Koruga hag e vab Trajan, skrivagner diouzh e vicher, d'ar gouel da-heul. Ur goantenn eo Suzanna ha c'hoant an archer Dobrescu zo warni. M'eo flatret Moritz da vezañ yuzev gantañ hag ar paour-kaezh Johann kaset d'ur c'hamp-labour. Manet hec'h-unan-penn, diarbenn a ra Suzanna Dobrescu en un doare rust ha, gant skoazell ar pop, klask dibac'hañ he gwaz.

Ac'hubet eo ar vro e miz Du 1940 gant an armeoù alaman ha lamet madoù ar Yuzevien dioute : rediet eo Suzanna da derriñ he nask diouzh he gwaz evit gallout delc'her un ti da wareziñ he familh. Dont a ra Johann a-benn d'en em zivac'hañ diouzh e gamp ha, tra ma'z a e geneiled da Stadoù-Unanet Amerika, ez a-eñ da Hungaria... e-lec'h m'eo paket gant ar polis lec'hel ha kaset d'an Nazied evel labourer a-youl vat.

E-keit m'emañ un tudoniour nazi o weladenniñ al labouradeg m'emañ Moritz o labourat ec'h anavez ar skiantour doare Arianed gentidik an Hanternoz e Johann. Ma vo gwisket lifre ar Waffen-SS gant ar paourkaezh Roumanad ha luc'hskeudennet penn-kil-ha-troad. Embannet eo e boltred, en Europa a-bezh, war pajenn gentañ ar gazetenn bropaganda nazi Signal ! Didamallet da-geñver Prosez Nürnberger e c'hell Moritz distreiñ d'e vro orin e 1949, a-barzh fin ar gont : adkavout a ra e wreg Suzanna, koshaet gant trubuilhoù he fladenenn rust. En he c'hichen, war gae an ti-gar, ur paotrig melen e vlev evel an ed darev, ganet anezhi goude bezañ bet gwallet gant ur milour soviedel...

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]