La Mer (kanaouenn gant Charles Trenet)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus La Mer (kan))
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad La Mer zo ivez.


La Mer zo ur ganaouenn gant Charles Trenet (1913-2001), an hini vrudetañ e-touez oberennoù ar c'haner-sonaozer gall a-dra-sur. Embannet e voe e 1939 hogen ne voe enrollet nemet d'an 19 a viz Meurzh 1946 evit Columbia Records, goude an Eil brezel-bed.

Istor[kemmañ]

Savet e voe La Mer en 1943, p'edo Trenet en tren o vont etrezek Perpinyà gant ar c'haner Roland Gerbeau, ar pianoour Léo Chauliac hag e sekretour. Savet e voe ar gerioù anezhi en ur ober ugent munut, war un ton savet gant Léo Chauliac.

Kinniget e oa bet gant Trenet da Suzy Solidor, ha honnezh he devoa nac'het kanañ anezhi : « Kanaouennoù diwar-benn ar mor a vez kaset dek anezho din bemdez ! » emezi.

Yezhoù all[kemmañ]

Un doare saoznek zo, anvet Beyond the Sea, komzoù skrivet gant ar sonaozer stadunanat Jack Lawrence (1912-2009). Disheñvel-bras eo ar c'homzoù avat diouzh re Trenet. Sonenrollet eo bet gant kalzik tud, en o zouez Benny Goodman (1948), Mantovani, Roger Williams (1955) ha Gisele MacKenzie. Doare Bobby Darin avat e 1959, eo an hini a reas ar brasañ berzh. Goude e voe kanet gant kalz a dud all evel George Benson, Miguel Bosé, Bobby Caldwell, Eric Comstock, Sacha Distel, Barry Manilow, Johnny Mathis, Gene Nery, Helen Shapiro, Rod Stewart, The Sandpipers, Carol Welsman, Robbie Williams.

Doareoù spagnolek, italianek hag izelvroek zo ivez.

En holl ez eus ur pevar c'hant sonenrolladur anezhi.

Filmoù[kemmañ]

Klevet e vez en un ugent film bennak. Ar wech kentañ a oa e 1948. Ne vo meneget ouzhpenn nemet Mr. Bean's Holiday, e 2007, ha Tinker Tailor Soldier Spy e 2011 ma'z eo kanet gant Julio Iglesias.

Liammoù diavaez[kemmañ]