La Lupe

Eus Wikipedia
La Lupe e New York e 1970

La Lupe a oa anv-micher Guadalupe Victoria Yolí Raymond, a oa ur ganerez kuban ganet d'an 23 a viz Kerzu 1936[1] e Santiago de Cuba ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1992 er Bronx e New York, ma'z eo bet adanvet 139th Street en hec'h anv, La Lupe Way[2].

Kanañ a rae bolero, guaracha ha pezh a veze anvet latin soul. Hiziv e vez gwelet evel ur ganerez salsa evel Celia Cruz. Meur a bladenn he deus graet gant ar soner Tito Puente.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2006 e oa unan eus penntudennoù ar romant La isla de los amores gant ar skrivagnerez kuban Daína Chaviano. Hennezh eo ar romant kuban muiañ troet, aet gantañ ar vedalenn aour er Florida Book Awards ha troet en 20 yezh.

E 2008 e voe kaoz anezhi el levr Con el diablo en el cuerpo, anv he fladenn gentañ, gant ar skrivagner dominikan Rafael Darío Durán.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2009 : La Mala, gant Lena Burke ha Jorge Perugorría, diazezet war buhez La Lupe.
  • 2015 : Celia, un novela diazezet war buhez Celia Cruz ma'z eus kaoz eus La Lupe en dudenn Lola Calvo.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Con el Diablo en el Cuerpo, 1960.
  • La Lupe is Back, 1961.
  • Mongo Introduces La Lupe, 1963.
  • The King Swings, the Incredible Lupe Sings, 1965, gant Tito Puente.
  • Tú y Yo, 1965, gant Tito Puente.
  • Homenaje a Rafael Hernández, 1966, gant Tito Puente.
  • La Lupe y su Alma Venezolana, 1966.
  • A mí me llaman La Lupe, 1966.
  • The King and I, 1967, gant Tito Puente.
  • The Queen Does Her Own Thing, 1967.
  • Two Sides of La Lupe, 1968.
  • Queen of Latin Soul, 1968.
  • La Lupe's Era, 1968.
  • La Lupe is The Queen, 1969.
  • Definitely La Yiyiyi, 1969.
  • That Genius Called The Queen, 1970.
  • La Lupe en Madrid, 1971.
  • Stop, I'm Free Again, 1972.
  • ¿Pero Cómo va ser?, 1973.
  • Un Encuentro con La Lupe, 1974.
  • Lo Mejor De la Lupe, dastumad, 1974.
  • One of a Kind, 1977.
  • Apasionada, dastumad, 1978.
  • La Pareja, 1978, gant Tito Puente.
  • En Algo Nuevo, 1980.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]