La Française

Eus Wikipedia

La Française a oa un embregerezh marc'hoù-houarn ha pezhioù distag bet krouet e 1891 e Pariz. Ur skipailh marc'hhouarnerezh gall e oa ivez hag en doa kemeret perzh e redadegoù etre 1901 ha 1955. A-hed ar prantad-se e oa bet liammet e anv ouzh sponsorioù all :

Gounezet en devoa Tro Bro-C'hall 1903 ha Tro Bro-C'hall 1921. 35 tennad-hent an Dro a oa aet gantañ en holl.

Eus Maurice Garin da Jacques Anquetil e oa aet gwellañ rederien ar mare-se da redek evitañ.

Prenet e oa bet gant Alcyon e 1924.