L'Etivaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Un tamm L'Etivaz

L’Etivaz (ne zistager ket ar z, an L' a ranker mirout) a zo ur seurt fourmaj suis dezhañ un toaz kalet, gwasket ha poazhet, a vez fardet en alpoù, da vare an hañvad (etre miz Mae ha miz Here). Dont a ra anv ar c'heuz-se eus al lec'h ma vez produet : an Alpoù ha rakalpoù Vaud.

Fardet e vez diwar laezh buoc'h kriz. Ar saout a vez kavet er peurachoù etre 1000 ha 2000 metrad uhelder, war gumunioù Château-d'Œx, Rougemont, Rossinière, Ormont-Dessous, Ormont-Dessus, Leysin, Corbeyrier, Villeneuve, Ollon ha Bex. Frondus, ha splann eo blaz L'Etivaz ha blaz ar frouezh a vez gantañ, a-wechoù e vez santet blaz ar c'hraoñ kelvez ivez. A-fet liv e vez melen. Gwarc'helloù etre 15 ha 35kg a vez kavet. Produet e vez etre 320 ha 330 tonad, da lavaret eo etre 12000 ha 14000 tamm.

Ar fardañ[kemmañ]

Artizanel da vat eo an doare ma vez fardet L’Etivaz, met strizh eo ar reolennoù : chidhouarnoù kouevr lakaet war an tan a ranker implijout d'e boazhañ. Diouzh an doare ma vez fardet e teu perzhioù dibar ar fourmaj.

E-pad 24 eurvezh e vez soubet ar fourmaj en hili, goude-se e vez sallet ha broustet reoliek gant holen ha renket war estajerennoù episea, ha troet bep 5 devezh. E-pad 5 miz e vez puret ar gwrac'helloù e kavioù. Gwrac'helloù zo a vez dibabet ha miret e-pad 3 bloaz en ur solier, ha re zo a c'hall bezañ gwerzhet azalek ar 7vet miz, diouzh o darevaat.

E 2000 e voe L'Etivaz ar fourmaj suis kentañ lakaet da anvadur orin kontrollet (AOK).

Liammoù diavaez[kemmañ]