L'Homme du large

Eus Wikipedia

L'Homme du large (Den an donvor e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Marcel L'Herbier e 1920.

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Claude Autant-Lara, Dimitri Dragomir ha Raymond Payelle a oa bet dibabet da skoazellerien seveniñ er film-mañ.

An danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nolff, Den an donvor e lesanv dezhañ, a zo ur pesketaer rust ha ne vev nemet evit e vab Michel : fellout a rafe dezhañ ez afe da besketaer ivez. Hemañ avat a zo dedennet kentoc'h gant ar gêr hag an diduamantoù a gaver enni avat. Pa varv e vamm emañ Michel oc'h en em gannañ en un davarn fallzarempredet. Setu ma tiviz an tad fiziout planedenn e vab er mor-bras ouzh e eren en ur vagig. Kavout a ra e zaspren ha distreiñ d'ar vro.

Roll ar gomedianed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]