Kyū

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kyū (級) zo un termen Japaneg implijet er sportoù emgannañ, chado, ikebana, go, Shogi hag e obererezhioù kar evit envel derezioù barregezh pe skiant-prenañ disheñvel.

En darn vrasañ eus ar sportoù emgannañ japanat a-vremañ e verk an termen Kyu an derezioù war zigresk a vez paket gant an deskarded a-is d'ar gouriz du. An derez kentañ eo an 10vet kyu hag an hini diwezhañ ar 1 kyu a glot gant ar gouriz gell pe ar gouriz ruz. An derez war-lerc'h eo ar 1 dan (gouriz du).

Kemm-digemm eo renkadur ar c'hyuioù hervez ar skolioù hag hervez ar sportoù. E sportoù zo e vez gwisket ur gouriz gwenn gant an holl berzhidi kyu. E sportoù all e vez implijet livioù disheñvel evit ar gourizioù evit merkañ derez ar c'hyu. E Japan, hec'h-unan, ne vez ket implijet nemeur ar gourizioù liv. Nemedennoù zo eus ar c'hendo hag eus ar Bujinkan ma ne vez ket embannet ar renk a wel d'an holl (dre gourizioù pe un dra bennak all). D'ar Sendei eo da c'houzout live e studierien.

Gallout a ra ar c'hyuioù bezañ isrannet e barennoùigoù (etre 1 ha 6) a vez du, gwenn pe a-liv gant liv ar gouriz zo war-lerc'h peurliesañ (da skouer : gouriz melen gant ur varrennig orañjez). Alies e vez implijet ar barrennoùigoù-se gant ar vugale, dezho da santout ez eont war-raok.

Deroet e vez an derezioù Kyu gant ar sensei en e zdōjō, goude un arnodenn, furmel pe get, peurliesañ. A-wechoù e vez kadarnaet derez ar 1 kyu dirak ur bodad dereziañ (da skouer, e kevreadoù zo e Belgia).

Hengouneloc'h eo ober gant gourizioù gwenn traken met kalz a skolioù a gav gwelloc'h ober gant livioù bremañ evit kennerzhiñ an dud da vont war-raok.

Mudansha a vez graet eus ar bleustrerien ganto ul live kyu. Talvezout a ra kement hag "unan hep dan". Sellet e vez outo evel deskarded kentoc'h eget studierien. N'eus nemet goude bezañ tapet ar renk a 1 dan ma vez graet studierien anezho.

Kemmoù hervez ar skolioù[kemmañ]

Daoust ma ra ar pep brasañ eus skolioù ar c'hornôg gant un doare renkañ dre gyuioù, gallout a ra an niver hag al liv anezho cheñch diouzh ar skolioù. Ar pezh a seblant bezañ heñvel e pep lec'h eo eo gwenn ar c'hyu izelañ tra m'eo gell an hini uhelañ.

Gwelet ivez : Renkoù e Go.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.