Kyōko Okazaki

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un dresourez manga a vro Japan eo Kyōko Okazaki (岡崎 京子). Tresourez japanat vrudetañ an ugent vloaz tremenet eo ivez. Ganet eo bet e Tokyo e 1963, ha kregiñ a reas gant he labour er bloavezhioù 1980. Gwall zisheñvel diouzh oberenn tresourezed all eo he labour, dre ma ro ur plas bras da reizhelezh he zudennoù. Ec'h oberenn gentañ, anvet Virgin, a voe embannet e 1985. E 1989 e teuas er-maez Pink, un istor a gont buhez ur plac'h yaouank a labour en ur burev e-pad an deiz, a zo gast diouzh an noz hag he deus un amourous hag ur c'hrokodil en he ranndi. E-touez al levrioù bet savet ganti e kaver ivez Tōkyō Girls Bravo (東京ガールズ・ブラボー) (1990–1992), River's Edge (リバーズ・エッジ) (1993–1994) pe c'hoazh Helter Skelter (ヘルタースケルター) (1995–1996). En holl levrioù-se e kont buhez voutin tud yaouank, en ur veskañ fent ha darvoudoù tristoc'h. E miz Mae 1996 e vo gloazet Okazaki abalamour d'ur gwallzarvoud oto (ar blenier a oa mezv). Dibaoe ez eo chomet a-sav gant he labour tresourez. Daoust da se ez eo brudet hec'h oberenn, hag ez eus tresourezed all evel Kiriko Nananan pe Moyoko Anno a vez gwelet evel he diskennadezed war dachenn ar manga.

Oberenn Okazaki troet e galleg[kemmañ]

  • Pink (264 fajenn)
  • Rivers' Edge (240 pajenn)
  • Helter-Skelter (320 pajenn)
  • Nonamour (188 pajenn)

Holl anezho embannet gant Casterman, dastumadeg Sakka.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.