Kurunenn drogêrel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Er gartenn-mañ eus Liger-Atlantel eo taolennet :
• ar poloù kêrel e ruz ;
• ar c'hurunennoù trogêrel en orañjez.

Ar c'hurunennoù trogêrel e Frañs hag hervez an termenadur roet gant an INSEE, a ya d'ober anezho an holl gumunioù a zo en un tolead kêr hep bezañ en e bol kêrel[1].

Kumunioù unpol a vez graet eus ar kumunioù a zo en ur gurunenn drogêrel[2] ha kumunioù liespol eus ar c'humunioù trogêrel all, ar re a zo e-maez an toleadoù kêr.

Perzhioù[kemmañ]

E 1999 e oa 10 808 kumun eus pennvro Frañs e kurunennoù trogêrel (30 % an niver hollek a gumunioù), gant 9 344 739 annezad (16 % eus poblañs Frañs) war 131 600 km² (24 % eus ar gorread)[3].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. (fr) Termenadur ar gurunenn drogêrel gant an INSEE
  2. (fr) Termenadur ar c'humunioù unpol gant an INSEE
  3. (fr) Vincent Vallès, Organisation territoriale de l’emploi et des services, Insee Première, Du 2002, niv. 870, ISSN=0997-3192.