Kurt Schwitters

Eus Wikipedia
Kurt Schwitters

Kurt Schwitters (20 a viz Even 1887 eHannover - 8 a viz Genver 1948 en Ambleside)a oa ur barzh hag ul livour alaman. Unan eus arzourien bennañ dada eo bet, hag an hini ar muiañ troet war spered anarkour ha hiniennelour al luskad. E penn a luskad e voe e Hannover, hag eno e savas ul luskad damheñvel anvet Merz (gwelout e daolenn Merzbild I, 1919 : e-kreiz ar ger Kommerzbank emañ ar ger-se). Ul levezon bras en deus bet war an nevezdadaisted amerikan, ha dreist-holl war Robert Rauschenberg, hag en deus heuliet an teknik anvet combine-painting bet ijinet gant Schwitters.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kurt Schwitters a studias an tresañ hag al livañ etre 1909 ha 1914 e Akademiezh Dresden hag e hini Berlin. Labourat a reas evit ar gelaouenn Der Sturm, bet krouet e Berlin. E oberennoù kentañ a voe staolennoù-skeudenniñ, met buan e voe desachet gant luskadoù gward a-raok an XXvet kantved. Adalek 1918 e chomas a-sav gant kement doare arz hengounel hag etre 1918 ha 1920 e kavas e zoare : ur meskaj dilec’hioù liesseurt : tikidi karr-boutin, tammoù skritelloù ha kazetennoù, torchoù, tammoù danvez, nozelennoù, stouvoù, segalennoù... An holl draoù-se a bege a-benn sevel e daolennoù.

Mignon da Raoul Hausmann ha da Arp e oa. Nac’het e voe outañ bezañ ezel eus Club Dada Berlin (diwar urzh Richard Huelsenbeck), setu perak e savas Schwitters e luskad dezhañ, anvet Merz. Hervez Raoul Hausmann e defe nac'het Richard Huelsenbeck peogwir en doa Schwitters savet oberennoù a denne d'an eztaoladurezh ha peogwir e oa bet ezel Der Sturm. Unan eus palioù Merz a oa adperc’hennañ dilech’ioù ar gevedigezh greanterezh ha kêr, gant ar pal lakaat traoù ar vuhez pemdez da vezañ tammoù oberennoù. Ne oa tamm preder politikel ebet, nemet ar c’hoant, adalek 1920, da sevel un « arz Merz hollek », da lavaret eo war dachenn ar savouriezh, hini ar c’hoariva ha hini ar barzhonegoù.

Etre 1920 ha 1923 e savas ur pezh framm gant plastr ha danvezioù liesseurt en e di e Hannover. Anvet e voe an oberenn Schwitters-Säule (kolonenn Schwitters). Toulloù a oa enni, hag enno e stalias e oberennoù pe re savet gant mignoned dezhañ. Tamm-ha-tamm e voe aloubet an ti a-bezh, hag anvet e voe neuze Merzbau (savadur Merz). Distrujet e voe e-pad bombezennadegoù 1943. Diwar c’houlenn Harald Szeemann e voe savet en-dro gant Peter Bisseger ha diskouezet e-pad Diskouezadeg daouvloaziek Lyon e 1993.

Goude 1922 e skoulmas Schwitters darempredoù gant daou arzour Sevelouriezh, Theo van Doesburg ha El Lissitskyo anv. Asambles ec’h embannjont ar gelaouenn Merz etre 1923 ha 1932. Un embregerezh bruderezh anvet Merz a groujont ivez, hag e labourjont evit merkoù evel Pelikan, Opel pe Bahlsen. E 1919 e lakaas embann An Anna Blume, ur meskaj kanaouennù, troioù-lavar hag aroudennoù. E oberenn barzhonegoù fonetek anvet (Ursonate, 1921-1932) a voe embanent e-barzh niverenn ziwezhañ (niv. 24) ar gelaouenn Merz. Meur a wech eo bet adembannet abaoe.

Etre 1930 ha 1945 edo Schwitters o chom e Norvegia. Goude 1937 chomas hep distreiñ da Alamagn. Eno e voe tennet e oberenn diouzh ar mirdioù, ha peder anezho a voe diskouezet pa voe aozet an diskouezadeg arz disteraet e München. Ur wech aloubet Norvegia gant a nazied ez eas d’ar Rouantelezh-Unanet (Ambleside er Westmoreland) e 1946. Eno e stagas gant ur raktres nevez, damheñvel ouzh Merzbau, hag anvet Merzbarn (grañj Merz).

Bez Schwitters e Hannover

Oberennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Merzbild I, ar bredoniour (1919, kenstroll, Malborough-Gerson Gallery, New York)
  • Breite Schnurchel (1923, oberenn war goad, dastumad Hoech, Berlin)

Diskouezadegoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]