Kunsthalle Hamburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kunsthalle Hamburg

Hamburger Kunsthalle a zo ur mirdi arzoù-kaer e Hamburg, en Alamagn. Ennañ e kaver oberennoù a dnn da Hamburg (XIVvet kantved), livadurioù izelvroat ha flamank ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved, livadurioù alaman ha gall an XIXvet kantved hag arz modern. Tri savadur a ya d'ober ar mirdi hag a zo e kreiz-kêr, nepell diouzh ti-gar kreiz Hamburg ha diouzh lenn Binnenalster.

Istor[kemmañ]

Savadur Schirrmacher/Hude diouzh an noz
Mont e-barzh savadur Schumacher

Ar mirdi kentañ a voe savet etre 1863 ha 1869 gant an arkitektourien Georg Theodor Schirrmacher und Hermann von der Hude. An eil savadur, savet e 1919, a voe savet diwar ur steuñv gant Fritz Schumacher. Galerie der Gegenwart a voe savet etre 1976 ha 1997, diwar ur steuñv gant O. M. Ungers.[1]

Oberennoù[kemmañ]

Galerie der Gegenwart

Er mirdi e kaver livadurioù gant Max Liebermann, Lovis Corinth, Philipp Otto Runge, Caspar David Friedrich, Adolf Menzel. E Gallerie der Gegenwart e kaver oberennoù eus penn-kentañ an XXvet kantved gant arzourien evel Pablo Picasso, Paul Klee ha Max Beckmann, hag arz krouet goude 1945.[2]

Notennoù[kemmañ]

  1. Neugestaltung der Museumsinsel in Hamburg - Kunsthalle Hamburg (Galerie der Gegenwart) http://eng.archinform.net/projekte/2386.htm archinform.net, Katja Melan
  2. Hamburger Kunsthalle http://www.hamburg.de/museen-kunst-ausstellungen/museen/1065616/hamburger-kunsthalle.html

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.