Kumuniezh kêr
Krouet e voe ar statud kumuniezh kêr dre lezen an 31 a viz Kerzu 1966. Fiziet e voe dezho kazimant an holl galloudoù e-keñver aozadur ha dioroelladur an tiriad. Un galloud dizalc'h o deus e keñver tailhoù lec'hel ha donezonoù ar stad. Ar c'humunioù ezel eus ar gumuniezh kêr a fiz o galloudoù d'ar gumuniezh kêr. Pevar a voe krouet e 1966:
-Lille (85 gumun enni)
-Strasbourg (28 gumun)
-Lyon (55 kumun)
-Bourdel (27 gumun)
Ur wech ezelet d'ur gumuniezh kêr eo kazimant dibosupl mont maez deusouti.
Kumuniezhioù kêr krouet diwezhatoc'h: [kemmañ]
14 kumuniezh kêr a zo hiriv an deiz e Bro-C'hall. 10 a voe krouet neuze goude ar 4 gentañ:
-1968: Kumuniezh Kêr Dunkerque eo an hini gentañ krouet dindan youl an dilennidi. (18 gumun)
-1970: Kumuniezh kêr ar C'hreusot-Monceaut les mines. (16 gumun)
-1971: Kumuniezh kêr Cherbourg. (5 gumun)
-1972: Kumuniezh kêr Ar Mans. (9 gumun)
-1973: Kumuniezh kêr Vrest. (8 gumun)
-1995: Kumuniezh kêr Alençon. (19 gumun)
-1996: Kumuniezh kêr Nancy Vras. (20 gumun)
-1998: Kumuniezh kêr Arras. (24 gumun)
-2001: Kumuniezh kêr Naoned (24 gumun)
-2001: Kumuniezh kêr Marsilla (18 gumun)