Kumuniezh Taizé

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Kumuniezh Taizé a zo ur gumuniezh eukumenik diazezet e Taizé e Bro-C'hall. Krouet e oa bet gant ar breur Roger, ur protestant, hag enni ez eus bremañ war-dro kant breur katolik ha protestant tro-dro ar bed, o vevañ asambles gant ur vuhez simpl. Unvaniezh kredennoù kristen ha degemer ar re yaouank a zo engouestloù ar Gumuniezh abaoe he c'hrouidigezh.

Krouadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breur Roger

Krouet e voe kumuniezh Taizé e 1940 gant breur Roger Schultz gant pal "sevel ur vuhez gumun e-lec'h ma vije an akordañs hervez an Aviel ur gwirvoud bevet".

E-pad ar brezel e voe sikouret gantañ an dud lakaet diaes gant an Alamaned ha degemer a reas ar repuidi alaman ivez. Kinnig a reas ar Gestapo harzañ anezhañ hag abalamour da se e rankas mont kuit da Suis betel fin ar brezel. Goude-se e teuas en-dro da dTaizé e-lec'h ma tegemeras breudeur a bep Iliz.

Bevañ a ra ar gumuniezh vanati hag ekumenek dre he labour hag he c'helaouenn skrivet. Degemer a ra bep bloaz miliadoù a dud yaouank a zeu evit pediñ ha prederiañ.

Ar vuhez e Taizé[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pep chomadenn a zlefe bezañ diazezet war ur sizhun, adalek ar Sul betek ar Sul war-lerc'h. Evit degemer an dud yaouank a deu eo graet an deiz-se, dreist-holl e-pad an hañv pa deu etre 1 000 ha 4 000 den yaouank.

Iliz an Akordañs

Setu roll eurioù ar vuhez asambles :

  • 08e15 : pedenn ar mintin, ha dijuniñ war-lerc'h.
  • 10e00 : eztaoladennoù war ar Bibl heuliet gant partajiñ e-barzh ur strollad.
  • 12e20 : pedenn greisteiz, ha lein war-lerc'h.
  • 15e15 : labour a-strolladoù.
  • 17e15 : Adverenn
  • 17e30 : kroashentoù
  • 19e00 : koan
  • 20e30 : pedenn an noz.

Stumm ar pedennoù a oa bet soñjet en ur mod a blijfe d'ar re yaouank. Ar vreudeur hag an holl dud a ya en o c'hoazez war tapis Iliz an Arkodañs, a zo savet evit bezañ bras pe vrasoc'h hervez an niver a dud a zeu da dTaizé. E-pad 40 pe 50 munutenn e vez kanaouennoù Taizé, ul lodenn eus an Aviel, ur mareig peoc'h, prederiadennoù ha pedennoù.

Labour a vez roet d'an tud evit lakaat ar Gumuniezh da vont en-dro. Al labourioù-se a servij ivez da lakaat tud eus n'eus forzh peseurt bro d'en em gavout ha da gaozeal kenetrezo.

Darempredoù etrevroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz abaoe 1978 e vez graet gant Taizé un Emvod european e-pad 5 deiz war-dro ar Bloavezh Nevez.