Kumuniezh kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe

Eus Wikipedia
Lec'hiañ an etrekumuniezh e Penn-ar-Bed.

Kumuniezh-kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe a oa un etrekumuniezh e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Ul lodenn eus Bro Gerne eo. Krouet eo bet e 2002. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Kumuniezh kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe, goude kendeuziñ gant Kumuniezh kumunioù Bro Pleiben.

Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kumuniezh-kumunioù Bro Kastellin hag ar Porzhe a yae 11 kumun d'ober anezhi:

  1. Dineol
  2. Kast
  3. Kastellin
  4. Kemeneven
  5. Meilh-ar-Wern
  6. Ploeven
  7. Plonevez-Porzhe
  8. Ploudiern
  9. Sant-Kouled
  10. Sant-Vig
  11. Tregarvan

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Skol Diwan Kastellin en 23 Grande Rue (Ru Vras), e Kastellin. Krouet e voe e 2007.

  • E distro-skol 2015 e oa enskrivet e Skol Diwan Kastellin 20 skoliad (1,3 % eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[1].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. [1]