Kroc'hen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kroc'hen an den

Ar c'hroc'hen zo ur gwiskad a c'holo loened 'zo ha dreist-holl an darn vrasañ eus ar mellkeineged. E rolloù pennañ eo gwareziñ ha derc'hel ur c'hementad dour dereat er c'horf.

Kroc'hen an dud [kemmañ]

Kroc'hen an den zo anezhañ un organ a zo graet gant meur a wiskad danvez bev. Goleiñ a ra korf an den ha gwareziñ anezhañ. Dre vras e c'holo 2 m² hag e pouez 5 kg kroc'hen un den en e oad-gour. Etre 1.5 ha 5 mm eo e devder, hervez al lec'hioù goloet gantañ. Da skouer eo tanav war ar malvennoù ha tev dindan an treid. Gant ar c'hroc'hen e vez krouet danvezioù evel ar blev pe an ivinoù.

Daou wiad a ya d'ober ar c'hroc'hen : an epiderm (pe uskroc'hen) hag an derm (pe iskroc'hen).
An epiderm a sko war an diavaez. Ur gwarez kentañ eo evit ar gwiadoù dindanañ dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se eo gwevn ha stirennek kuit da vezañ ur skoilh ouzh fiñvoù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar sebom, un danvez druz anezhañ borc'het gant gwagrennoù en derm, hag ar c'hwez. Kaletaet eo gorre an epiderm gant ar proteinoù keratin hag a zo niverus ennañ.
An derm zo tevoc'h eget an epiderm. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet mat e gwazhied ha nervennoù. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù dielfennet gant skiant ar stekiñ. A-drugarez d'ar gwiennoù kollagen hag elastin a zo ennañ e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En derm ivez emañ kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar sebom hag ar c'hwez ha sac'higoù ar blev.

Dindan ar c'hroc'hen (epiderm ha derm) emañ an hipoderm, ur gwiad laosk a vez dalc'het ennañ ul lodenn vat eus druzoni ar c'horf. Ar gwiskad druz-se a ya d'ober ur gwarez diouzh ar stroñsoù hag ar c'holl gwrez.

Koshaat a ra ar c'hroc'hen. Lakaet eo anat ar c'hoshadur-mañ gant ar roufennoù. Digreskiñ a ra ivez an niver a wiennoù elastin ha war zispennaat ec'h a ar c'hollagen en derm. Diwar-se e teu ar c'hroc'hen da vezañ nebeutoc'h stirennek.


9- Blevenn
10- Stratum corneum
11- Gwiskad pigmantet
12- Keratinokit
13- Melanokit
14- Kigenn houper
15- Gwagrenn ar sebom
16- Sac'hig ar blev
17- Ognonenn
18- Nervenn
19- Benvegad limfek ha gwazhied
20- Gwagrenn ar c'hwez
21- Korfigenn Pacini

Skin-no language.PNG

1- Toullig ar c'hwez
2- Liamm derm-epiderm
3- Penn nervennel (stekiñ)
4- Epiderm
5- Derm
6- Hipoderm
7- Gwazhienn
8- Talmerenn

Kunujenn ha sakreadenn [kemmañ]

Implijet e vez ar ger evel kunujenn ha sakreadenn evel amañ:

  • Kroc'hen ac'hanout! , da lavarout eo gast;
  • Daonet 'vo kroc'hen ma ene! (pe kroc'hen ma eskern, pe kroc'hen ma c'hazh!)

Lennadurezh [kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger kroc'hen er
wikeriadur, ar geriadur frank.