Krist marv
Eus Wikipedia
Krist marv, tremplivadur war vezher gant Andrea Mantegna, 1480, Pinacoteca di Brera, Milano
Krist marv zo unan eus brudetañ taolennoù an arzour italian Andrea Mantegna, livet war-dro 1480. Gwelout a reer Jezuz war ur gwele marmor, ar Werc'hez hag an abostol Yann en e gichen.
Istor[kemmañ]
Graet e voe an daolenn gant Mantegna evit chapel e vez, a greder. Kavet e voe gant e vibien en e stal-labour, ha gwerzhet evit paeañ an dle chomet war e lerc'h. He gwelout a c'haller er Pinacoteca di Brera e kêr Milano, en Italia.
Burutellerezh[kemmañ]
Tamallet e voe d'an daolenn, gant kelennerien-arz eus e amzer, diskouez ar C'hrist e "doare ar Romaned", evel un den kig ha gwad, ha netra ken. Kement-se a zisteraje talvoudegezh an daolenn a rankje bezañ diskouezet natur doueel ar C'hrist. Kontrol e oa an oberenn da santadoù relijiel e vare.
Levrlennadurezh[kemmañ]
- La Grande Storia dell'Arte - Il Quattrocento, Sole 24 Ore, 2005
- Faces of Christ, Thomas, D., 1979