Kreizennerezh demokratel

Eus Wikipedia

Kreizennerezh demokratel[1], Kreizennelourizh demokratel[2] a reer eus unan eus pennaennoù ar strolladoù politikel a-du gant kelennadurezh al leninouriezh.
Bez' ec'h eo doare emaozañ ar strolladoù a vez kemeret divizoù enne da vare kendalc'hioù gant dileuridi bet dilennet gant an izili, hag a gomz en o anv. Ret e vez d'an holl izili ober hervez divizoù ar c'hendalc'h da c'houde. Demokratel e vije frankiz izili ar strollad da gaozeal diwar-benn un dibab pe un disentez politikel, hag ur wech mouezhiet disentez ar strollad gant ar brasañ niver e rank an holl izili mirout an disentez, hervez pennaenn ar greizennelouriezh.
Hervez Vladimir Lenin eo termenet ar greizennelouriezh demokratel gant ar « frankiz da gendaelañ » hag « an unvaniezh en ober ».

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]