Kraou Nedeleg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kraou Nedeleg hervez Caravaggio.
Livet eo Jezuz gant e dad-mager hag e vamm, hag an azen hag an ejen hervez ar vojenn.

Kraou Nedeleg a vez lâret

  • eus al lec'h ma voe ganet Jezuz e Betlehem, hervez an Aviel
  • eus ar c'hraou a vez savet er gêr gant kristenien da gounañ an darvoud-se, gant boulomigoù pri da skeudenniñ ar Mabig Jezuz, e vamm ar Werc'hez Vari, e dad-mager Sant Jozeb, mêsaerien, deñved, aelez,
  • eus an taolennoù bev, gant tud, a vez graet en ilizoù dreist-holl, da gounañ an darvoud.

Hervez ar vojenn e oa un azen hag un ejen er c'hraou, hag e teuas an Tri Roue da azeuliñ ar Mabig Jezuz.