Kowareg
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur yezh dardek eo ar c'howareg komzet gant 400.000 den e Chitral e Pakistan, e traoñienn Yasin hag e Gupis tost da Gilgit hag ivez e Swat uhel.
Evel un eil yezh e vez komzet e Gilgit hag e Hunza. Krediñ a reer e c'hellfe bezañ strolladoù bihan a gowaregerien en Afghanistan, China, India, Tadjikistan hag en Istanbul.
Evel ar yezhoù dardek all eo ar c'howareg ur yezh indez-Arian, koulskoude n'eo ket bet deveret eus ar sañskriteg evel an darn-vuiañ eus ar yezhoù indez-arian, met eus an indez-arianeg kozh.
Ul levezon deuet eus ar yezhoù iranek a zo bet warnañ ha brasoc'h eget ar pezh a zo c'hoarvezet er yezhoù dardek all.