Koumzareg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh iranek eus skourr ar yezhoù persidek eo ar c'houmzareg (kumzari) komzet gant tro-dro da 10.000 den eus meuriad ar Chihoued (shihuh) o chom e Kumzar e norzh Oman.

Ar yezh iranek nemeti komzet e Ledenez Arabia eo ar c'houzareg.

Diorroet e oa ar yezh diwar ar persek ha tost-tre eo chomet d'ar minibeg komzet e su Balotchistan doaust ha m'eo bet levezonet ar c'heriaoueg gant an arabeg.

En arvar da vont da get emañ ar yezh-mañ dre m'emañ ar re yaouank oc'h implijout arn arabeg en he lec'h muic'h-mui.

Ne vez ket skrivet ar c'houzareg ha n'eus lennegezh dre skrid ebet.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]