Korr liorzh

Eus Wikipedia
Korred liorzh
Korred liorzh gant o gwiskamant hengounel

Ur c'horr liorzh a zo skeudennadur ur grouadenn vihan ha mojennel (korr, kornandon, lutun, nisse hag all) dindan stumm un delwenn vihan, hag a vez implijet da ginklañ liorzhoù. Tud a zo a blij dezho dastum korred liorzh. Tud all, er c'hontrol, a gav mezhus e vefe korred e liorzhoù, hag o dieubiñ a reont. En heuliadoù skinwel koulz hag e lennegezh evit ar vugale e vez anv alies eus korred liorzh o tont da vezañ bev.

Stal-labour ur saver korred liorzh

Taolennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ c'horr liorzh ur barv gwenn, kroc'hen roz, ur boned ruz, ha gwisket e vez gant ur bragoù hag ur stammenn a liv disheñvel. A bep seurt a vez kavet : re zo savet gant pri, re all gant plastik. Re zo a denn da oberennoù arzel, padal n'eo ket ken brav ar re blastik.

Katalog korred liorzh, Alamagn, 1910

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'horred liorzh kentañ a voe savet en Alamagn er XVIIvet kantved. Gant Sir Charles Isham e voent kaset d'ar Rouantelezh-Unanet : 21 c'horr savet gant priaj ha dastumet en Alamagn a gasas gantañ e 1847 hag o implijout a reas da ginklañ e liorzh en Northamptonshire.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean-Yves Jouannais : Des nains, des jardins. Essai sur le kitsch pavillonnaire. Embannet gant Hazan, 1999.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]