Korn (korfadurezh)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Evit sterioù all, sell ouzh korn (disheñvelout)
Korn
Erkencho: benveg-seniñ

Ar c'horn (liester : kern, kerniel) a zo ur seurt kreskenn hir ha moan graet gant un danvez kalet a gaver war penn bronnegoù zo. Peurvuiañ ez eus daou gorn staget ouzh pep kostezenn uhel ar penn. Un ostilh evit tagañ hag en em zifenn eo evit ar pared pa n'eus ket kerniel war penn ar parezed aliez a-walc'h.

Bronnegoù kornek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amprevaned kornek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre hevelebiezh e reer korn eus kreskennoù damheñvel gant ar c'herniel a weler war amprevaned zo, ar c'hwil-kornek da skouer.

Korn an narwal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An narwal pe al likorn mor a zo ur morvil dezhañ un dant hir-tre (betek 3 metr) evit santout traoù e endro.

Korn ejen karr-kañv sant Ronan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez buhezskrid latin sant Ronan (Vita sancti Ronani) e vije bet torret gant ar vaouez kounnaret, Ar Geben hec'h anv, korn an ejen a stleje karr-kañv ar sant. Plas ar C'horn a vez graet eus al lec'h war lein Menez Sant-Ronan e Lokorn m'eo bet c'hoarvezet an darvoud. Sell ouzh sant Ronan.

Ar c'horn evel benveg-seniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant kerniel ar bioù e c'heller ober ur benveg seniñ dre c'hwezh aes a-walc'h. Meur a seurt korn a zo hervez e vent. Sell ouzh korn (benveg-seniñ)