Konrad III Bourgogn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Konrad Bourgogn, pe Konrad III Bourgogn, lesanvet Konrad an Habask, ganet war-dro 925 ha marvet war-dro an 19 a viz Here 993, a voe roue Bourgogn adalek 937 betek e varv. Mab e oa da Rudolf II, kentañ roue Bourgogn, ha da Bertha Swabia. Konrad Iañ a vez graet anezhañ ivez , evel roue Bourgogn, ha Konrad III ivez a-wechoù, evel roue Provañs, ar vro a zeuas dezhañ dre hêrezh e 948. Sioul e voe e ren, ha karet e oa evit-doare. Ur brezel hepken a gasas, pa voe aloubet e vro war un dro gant ar Sarazined hag ar Vagiared, a lakaeas d'en em gannañ an eil re ouzh ar re all, ha goude mont d'o faezhañ a bep eil.

Dimezioù ha bugale[kemmañ]

Dimeziñ kentañ[kemmañ]

Dimeziñ a reas da Matilda Bro-C'hall, merc'h da Loeiz IV Tramor, roue Bro-C'hall, ha Gerberga Saks. Pemp bugel da vihanañ o doe:

Eil dimeziñ[kemmañ]

Eildimeziñ a eure da Adelaide de Bellay. Ur verc'h o doe da vihanañ: