Konklav

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar Chapel Sistin e-lec'h ma vez aozet ar c'honklavoù abaoe 1492.

Ur c'honklav a zo emvod kolaj ar gardinaled galvet evit dilenn eskob nevez Roma, anavezet evel ar pab, a zo evit ar Gatoliked hêr Sant Pêr ha neuze penn an Iliz katolik roman[1]. Lakaet eo bet an doare-se da zilenn penn an Iliz da bleustriñ e-pad muioc'h a hanter buhez an Iliz, hag an doare koshañ da zibab penn un ensavadur eo hennezh.

E-pad meur a gantved ez eus bet klaskoù kontroliñ an dilennadeg gant galloud an Impalaerien an Impalaeriezh Santel dreist-holl ar pezh a vlenie da vareoù hir hep pab ebet, da skouer etre 1268 ha 1271, ar pezh a lakaas ar pab Gregor X da embann e-pad eil sened-Iliz Lyon e 1274 e vije ret war-lerc'h alc'hwezañ ar gardinaled (e latin cum clave, gant un alc'hwez) hep kaout spi da vont kuit a-raok bezañ dilennet eskob nevez Roma ganto. Bremañ eo aozet ar c'honklavoù er Chapel Sistina e Vatikan.

Abaoe mare an Abostoled e veze dibabet ar pab evel an eskibien-all, dre un emglev etre ar gloerdi ha tud an diosez. Goude 1059 eo bet spisaet korf an zilennerien evel bezañ skolaj ar gardinaled. En hor-mare ez eus bet cheñchamantoù c'hoazh, da skouer reolenn Paol VI a embanne e 1970 e vije ret d'ar gardinaled dilennerien bezañ dindan o 80 vloaz. Embannet eo bet ar resistedioù diwezhañ e 2013 gant Benead XVI.

Abeg ar c'honklav[kemmañ]

Abalamour da natur e garg e vez alies kendalc'het da vezañ pab betek ar marv. Neuze abeg pouezusañ aozadur ur c'honklav nevez a zo marv ar pab kozh. Pa ya ar pab da anaon e vez renet an Iliz gant ar c'hardinal merour diabet gant ar pab a rank aozañ ar c'honklav. Graet e vez d'ar mare hep pab ar Sede vacante (ar gador zieub). Gallout a ra ur pab dilezel ha graet e vez tost evel ma oa marvet ar pab.

Emdroadur an doare da zibab ar pab betek hor mare[kemmañ]

E-pad tost daou vil bloaz ez eus bet un emdroadur en doa lakaet an doare da zilenn ar pab da cheñch. Tostaet en deus an doare da zibab ar pab ouzh hini hor mare e 1278 gant diskleriadenn Ubi periculum gant Gregor X diwar skouer ober pennoù-bras Viterbo e-pad etre-ren 1268–1271.

Ar c'horf dilenn[kemmañ]

Pa oa aozet ar c'humuniezhioù kristen e tilennas an eskibien kentañ, dibabet gant ar gloerdi, ar gumuniezh hag an eskibien amezeg. Lavarout a reas Sant Cyprian e voe dilennet Korneli evel Eskob Roma dre choaz "Doue hag E Iliz, gant testeni tost an holl gloerdi, gant kolaj an eskibien kozh [sacerdotum] hag gant tud mat". Kolaj diaesaez Roma a oa e karg dilenn eskob Roma nevez, dre youadenn, a-raok bezañ diskouezed ar pab d'an dud a asante pe ne rae ket. An doare-se da zibab ur pab en deus bleniet da zilennadeg meur a anti-pibien en istor.

Etre 769 ha 1179 ez eus bet cheñchamantoù diwar an asant gant tud Roma hag ar gloerdi bihan. Freuzet e voe e sened Latran e 769 met adlakaet e voe evit pennoù-bras Roma e 862. Ret e oa d'ar pab lavarout ul le d'an Impalaer ivez, a oa e garg difenn Roma. Divizet e voe gant Nikolaz II e vije nemet d'ar gardinaled da zilenn ar pab, gant gwirioù disheñvel evit votiñ hervez rank ar gardinaled (eskob, beleg pe diagon). Eil Sened-meur Latran e 1139 a freuzas ezhomm asant ar gloerdi bihan hag hini an dud laik, ha Trede Sened-meur Latran e 1179 a roas ar memes gwirioù da bep kardinal evit votiñ.

Niver ar gardinaled a oa bihan-bihan e-pad ar Grennamzer hag ar mare modern, betek seizh e-pad paboni Aleksandr IV pe hini Yann XXI, ha bihanaet e veze c'hoazh niver ar gardinaled er c'honklavoù en abeg da gudennoù beajiñ. Un niver bihan a gardinaled a lakae pouez war an hiniennoù hag o liammoù politikel ha tiegezhel. Gallout a rae padout ar c'honklavoù mizioù ha memes bloavezhioù. Reolennoù strizh a voe bet aozet gant Gregor X e 1274, o serriñ ar gardinaled e-barzh ur savadur hag o harzañ o boued goude un nebeud devezhioù. Ne blije ket d'ar gardinaled ar reolennoù-se ha freuzet e voent bet e 1276 gant Adrian V a-raok bezañ nullet gant Yann XXI. An daou bab-se o doa raktreset reformiñ an doare dilenn ar pab met mervel a rejont a-raok ober se. Selestin V, a-raok dilezel, a lakaas reolennoù Gregor X da bleustriñ en-dro.

E 1587 e voe harzet niver ar gardinaled da 70 gant Sikstus V, o heuliañ skouer Moizez a oa skoazellet gant 70 tud henañ o ren an Hebreed, 6 kardinal eskob, 50 kardinal beleg ha 14 kardinal diagon. Brasaet e voe an niver-se goude paboni Yann XXIII a glaskas ledanat ar broadoù edo e kolaj ar gardinaled. E 1970 e tivizas Paol VI ne c'helle ket votiñ ar gardinaled a oa koshoc'h eget 80 vloaz en ur ledanat niver ar gardinaled oberiant da 120. Aze a zo an harz bremañ daoust ma oa tremenet an niver-se un nebeud gwezhioù gant Yann-Baol II.

Dibab an elektourien[kemmañ]

Un Habemus Papam e 1415

Da gentañ e oa digor-tre choaz an elektourien. Bezañ un den laik ne vire ket tamm ebet ouzh bezañ choazet evel eskob Roma. Ambroaz, da skouer, ne oa nemet ur c'hatekizad pa voe dilennet. Goude un tabut kri goude dilenn an antipab Kustentin II e tivizas Stefan III e 769 ne vije dilennet nemet kardinaled beleg pe kardinaled diagon, o virout ar gardinaled eskob er-maez eus ar jeu. Adal 817 e voe graet un nemadenn d'ar reolenn-se ha dilezet e voe adal 882 gant dilenn Marinus Iañ a oa eskob dija. Nikolaz II a zivizas en ur sened e 1059 e vije gwelloc'h dilenn unan eus kloerdi Roma, hervez an hengoun, hep mirout bepred ar gardinaled da zilenn un den estren. Nullet e voe ar reolenn-se e 1179.

An den diwezhañ dilennet da bab hep bezañ ur c'hardinal a voe Urban VI e 1378. An hini diwezhañ dilennet hep bezañ beleg a voe Leon X e 1513, ur manac'h a oa ivez an den yaouankañ dilennet da bab. E susitour e voe Adrian VI hag e voe an hini diwezhañ dilennet pa voe diank. En hor mare-ni e c'heller kinnig Arc'heskob Milano Giovanni Montini en devoe meur a vot e 1958 daoust ma ne oa ket ur c'hardinal. Ar pab dilennet, Yann XXIII, a zesavas anezhañ da gardinal tost diouzhtu, ha dilennet e voe war e lerc'h dindan anv Paol VI. Peogwir ne c'hell ket ar merc'hed bezañ beleg ne c'hellont ket mont da bab. Istorioù zo bet kontet diwar ur babez anvet Janez, met kredet e vez gant an istorourien eo faos penn-da-benn an istor-mañ. Daoust ma'z eo eskob Roma n'en deus ket ezhomm ar pab bezañ italian. Abaoe 1978 n'eus ket bet dilennet italian ebet war gador Per, etre ar polonat Yann-Baol II (1978-2005), ar germanat Benead XVI (2005-2013) hag an hini a zo e karg bremañ, Frañsez a zeu eus Arc'hantina.

Ne oa ezhomm nemet ur muiañ-niver evit dilenn ur pab betek 1179 pa voe brasaet niver ar mouezhioù d'an div drederenn e-pad sened-meur Latran. Abaoe 1621 n'o deus ket ar gardinaled ar gwir da votiñ evito-o hag aozet e voe ur sistem luziet evit mirout sekred ar vot en ur virout ar gardinaled da votiñ evit o fenn. Nullet e voe reolenn chom hep votiñ evit e benn gant Pi XII e 1945 o vrasaat niver ar mouezhioù ezhomm betek an div drederenn mui ur vouezh, met nullet e voe reolenn Pi XII gant Yann XXIII, a-raok bezañ adlakaet gant Paol VI ha nullet en-dro gant Yann-Baol II. Klask a reas e 1996 lakaat da bleustriñ ur reolenn a vuiañ-niver goude tri-ha-tregont pe bevar-ha-tregont tro votiñ bet nullet eo bet gant Benead XVI e 2007 en abeg da ne vije ezhomm nemet d'ur muiañ niver evit harzañ an dilenn betek an tri zro ha tregont.

A-raok e veze graet an dilennadeg dre accessus (galloud a rae ar gardinaled cheñch o vot goude un dro), dre youal (per inspirationem), dre adorañ, dre damm emglev (per compromissum), pe dre voterezh (per scrutinium). Dre youal e veze diskleriet gant an holl gardinaled en ur vouezh anv un den a voe ar pab nevez, quasi afflati Spiritu Sancto (evel ma zo awenet gant ar Spered Santel). Ma'z edo an diskleriadenn-se a-raok ar voterezh kentañ e veze graet "adorañ" eus outañ. Arabat e voe gant Gregor XV e 1621. Evit votiñ dre damm emglev e veze roet gant an holl gardinaled pep gwir d'ur strollad evit choazañ ur pab ha sentiñ a ranke ar re-all ouzh o choaz. Kredet e vez e voe dilennadeg 1316, gant Yann XXII evit he disoc'h, an dilennadeg diwezhañ dre damm emglev, hag an hini diwezhañ dre youal a voe hini Inosant XI e 1676. Bremañ eo ret votiñ hag an doareoù-all zo arabat.

Levezon ar politikerezh[kemmañ]

E-pad un tamm mat eus he istor eo bet levezonet an Iliz hag dibab he renerien gant rouaned ha pennoù-bras ar bed. An Impalaerien roman o deus bet ul levezon bras war an dilennadegoù. E 418 e aozas Honorius un dilennadeg etre Bonifas Iañ ouzh Eulalius. Dre c'houlenn Bonifas e gourc'hemennas Honorius e vije ret aozañ un dilennadeg nevez kerkent ha ma vije un tabut war un dilennadeg. Goude e voe aet Impalaeriezh ar C'hornôg da get e tremenas tamm ha tamm al levezon d'ar rouaned Ostrogoted ebtek ma tisklerias Yann II a voe gwir da rouaned Italia gwiriekaat an dilennadegoù. Aloubet eo bet en-dro Italia gant an Impalaeriezh roman (pe ar Vizantioned) e 537 ha neuze e tremenas ar galloud d'an impalaerien e Kêrgustentin. Embannet e voe e vije ret d'ar re ofisiel reiñ keleier da Exarchat Ravenna goude marv ur pab a-raok bezañ dilennet ur pab nevez. Goude erruet d'un dibab e voe ret d'an elektourien diskleriañ an dilennadeg da Gêrgustentin evit kaout asant an Impalaer. Echuet e voe gant-se dre rebech Benead II ha freuzet e voe gant Impalaer Kustentin IV diwar e c'houlenn. Ret e voe c'hoazh d'ar re ofisiel e Roma diskleriañ an dilennadeg d'an Impalaer betek 741 pa voe Zakarias a pab diwezhañ o tiskleriañ e zilennadeg d'an Impalaer.

Diazez un Impalaeriezh nevez en Europa a cheñchas un tammig an traoù evit ar bibien. Eus levezon Impalaerien ar Reter betek hini Impalaerien ar C'hornôg e tremenjont, memes ma ne gemeras ket perzh Karl Veur ha Loeiz an Deol e-barzh afer an Iliz. D'ar gentañ o devoe pibien memes un tammig levezon war an Impalaerien en ur guruniñ anezho e Roma hag en ur cheñch urzh al lid. Lotar Iañ avat a embannas sklaer e vije ret d'un dilennadeg bezañ graet gant kannadi an Impalaer. E 898 e rankas Yann IX anavezout galloud an Impalaerien. Met er memes amzer a grogas an Noblañs roman da gaout ul levezon bras war ar bibien, dreist-holl e-pad an Xvet kantved, ur mare anavezet evel saeculum obscurum ("ar mare teñval") gant an Iliz.

Builh ar pab 1059 a harzas skolaj an elektourien d'ar gardinaled a embannas ivez galloud Impalaerien an Impalaeriezh Santel war ar bibien, nemet ne oa ket splann peogwir e oa difennet d'an Impalaer darvezañ e-barzh an dilennadegoù nemet gant aotre ar pab. Gregor VII a voe ar pab diwezhañ o kaout reuz gant un Impalaer. An afer-se, deuet diwar afer ar gadoridigezh, a echuas gant levezon an Impalaerien war ar bibien.

Adalek 1600, war-dro, o devoa rouaned katolik ur jus exclusivae ("gwir ar forc'herezh"), ur seurt veto dre vouezh ur c'hardinal-kurun. Gallout a raent implij ar veto-se nemet ur wezh dre Gonklav, neuze e veze gortozet betek pell evit gouzout piv a oa war-nes bezañ dilennet evit lakaat ar veto da bleustriñ. Arabat a oa implij ar veto goude an dilennadeg. Ar veto diwezhañ a voe implijet e 1903 pa zisklerias Priñs Jan Puzyna de Kosielsko e vetoas Aostria dilenn Mariano Rampolla da bab. Neuze e voe dilennet Giuseppe Sarto, a renas dindan anv Pi X, hag a embannas diouzhtu ur vuilh nevez a lavaras a oa arabat ar jus exclusivae, pe e vije eskumunuget ar gardinaled a lakaje an dra-se da bleustriñ en-dro.

Ar C'honklavoù[kemmañ]

Sal ar C'honklav e Viterbo

Evit chom hep kaout dilennadegoù hir meurbet e veze alies mat divizet gant pennoù-bras ar c'hêrioù e veze graet an dilennadegoù serriñ ar gardinaled en ul lec'h kloz evit kendrec'hiñ anezho mont buanoc'h evit en em glevout. E Roma a voe graet e-giz-se e 1241 met ar skouer kaletañ en devoe levezonet pab Gregor X evit e reolennoù strizh a zo hini Viterbo e 1269. Abaoe 3 bloaz e bade an dilennadeg hep spi kaout ur pab nevez daoust ma oa serret ar gardinaled. Divizet e voe gant kêr Viterbo chom hep kas netra nemet bara ha dour. Peogwir n'en devoe cheñchet netra o devoe divizet ouzhpenn tennañ kuit toenn ar Palez e-lec'h ma voe graet ar C'honklav.

Ar pab nevez dilennet ganto, Gregor X a embannas e 1274 reolennoù nevez evit bleniañ an dilennadeg. Ret e oa d'ar gardinaled hervez ar reolennoù-se bezañ alc'hwezet en ul lec'h kloz hep kambroù hiniennel. Ne vezent ket aotreet kaout muioc'h a zaou vevel, nemet ma vezent klañv, ha kaset e veze ar boued dre ar prenestroù evit diwall an darempredoù. Goude tri devezh ne veze roet d'ar gardinaled nemet ur meuz dre zevezh ha goude pemp devezh muioc'h ne veze roet dezho nemet bara ha dour. Ouzhpenn-se ne c'helle ket ar gardinaled kaout o gouelmikael an Iliz e-pad ur C'honklav.

Freuzet e voe ar reolennoù-se gant an hini a voe dilennet war-lerc'h Gregor X, Adrian V e 1276 met adlakaet e voe da bleustriñ gant Selestin V dilennet e 1294 goude daou vloaz hep pab. E 1562 e voe resisaet gant Pi IV reolennoù ar C'honklav e-keñver alc'hweziñ ar gardinaled ha gant Gregor XV e voe embannet daou vuilh, an hini kentañ o lavarout dre ar munut petra ober evit an dilennadeg hag egile evit diskleriañ al lidoù e ranke ober e-pad ur C'honklav. Goude-se e voe graet un nebeud labour resisaat ha diboultrennañ gant Pi X e 1904 da skouer, pe Pi XII (1945), Yann XXIII (1962), Paol VI (1975) ha Yann-Baol II (1996).

Lec'h ar C'honklavoù ne veze ket lec'hiet mat a-raok ar XVvet kantved. Abaoe Sism ar C'hornôg avat e voe graet an dilennadeg e Roma, nemet e 1800 pa veze aloubet Italia gant ar C'hallaoued ha neuze e voe graet ar C'honklav e Venezia, hag abaoe 1929 e stad ar Vatikan e zo e kreiz Roma. Abaoe 1846 e vez implijet ar Chapel Sistina evit ober ar C'honlavoù.

Doare an dilennadeg[kemmañ]

Renet e vez ar C'honklavoù hervez Bonreizh Abostolel Yann-Baol II anvet Universi Dominici Gregis. Sañset e vez feuzet pep diskleriadenn-all gant ur vonreizh nevez met e gwirionez ez eus bet miret meur a voaz kozh.

Hervez ar reolennoù nevez e chom ar gardinaled en ti savet espres-kaer evit kousk ha debriñ e-pad ur C'honklav met votiñ a reont er Chapel Sistina evel boaz.

Meur a dra a rank ober ar C'hardinal henañ a zo atav ur c'hardinal eskob. Ma ne c'hell ket ar C'hardinal henañ kemer perzh en abeg d'e oad e vez kemeret e blas gant ar C'hardinal Izel-henañ a zo ivez ur c'hardinal eskob. Ma ne c'hell ket ar C'hardinal Izel-henañ kemer perzh e vez erlec'hiet ouzh ar c'hardinal eskob koshañ a zo c'hoazh.

Ne vez ket graet kabalerezh met pa zeu ur pab da vezañ kozh pe klañv e vez alies meneget anvioù tud a c'hell bezañ dilennet, anvet papabile e italianeg (papabili el liester), ar pezh a dalv kement a zanvez-pab.

Marv ar pab[kemmañ]

Gwiriañ a ra ar c'hardinal kamerling dre hengoun an Iliz o stokañ jentil a-walc'h war dal ar pab gant ur morzhol arc'hant en ur c'hervel anezhañ gant e anv-badez (ha n'eo ket e anv-pab) teir gwezh. E-pad an XXvet kantved eo bet dilezet an hengoun-mañ ha bremañ e rank ar c'hardinal kamerling disklêriañ marv ar pab dirak Mestr al Lidoù liderezh ar pab, ar breladed, ha sekretour ha kañseller ar C'hambr abostolik. Kemer a ra ar c'hamerling Gwalenn ar Pesketour ar pab ha distrujañ a ra dirak Kolaj ar Gardinaled. An hengoun-mañ a zeu diwar kudenn falsidigezh an dielloù met bremañ n'eo nemet arouez fin ren ur pab.

A-raok prennet ar Chapel Sistin[kemmañ]

Prientet eo an dilennadeg gant ar gardinaled e-pad emvodoù er Vatikan a c'hoarvez goude marv pe dilez ar pab. Aze eo dibabet doareoù an dilennadeg, prederiet diwar ezhommoù an Iliz hag evel just, deiz ar c'honklav. Oferenniñ a reont asambles en iliz-rouanez Sant-Pêr mintin ar c'honklav ha d'an abardaez a reont ur brosesion betek Chapel Sistin o kanañ Veni Creator Spiritus. Ober a reont ul le evit doujañ reolennoù ar c'honklav, a zo da skouer mirout ar sekred war ar votiñ, chom hep selaou ar galloud laik hag-all hag-all. Ober a reont al le war an Avieloù. Goude-se a ya kuit a re n'o deus ket da gemer perzh er votadeg ha prennet eo ar Chapel.

O votiñ[kemmañ]

Ur votadeg nemetken zo aozet d'an abardaez kentañ. Ma ne vez ket dibabet ur pab er mare-se e vez aozet pevar votadeg en un devezh, daou d'ar vintin, daou d'an abardaez. Adlavaret eo al le e deroù ar vintin hag e deroù an abardaez. Ma ne vez pab ebet goude tri devezh votiñ e vez harzet an dilennadeg e-pad un devezh evit pediñ, hag ur brezegenn gant ar c'hardinal diagon henañ. Seizh votadeg e vez aozet goude-se, heuliet gant ur brezegenn-all gant ar c'hardinal beleg henañ ma chom ar gardinaled hep pab. Div wezh ouzhpenn e vez adgraet e-giz-se ma chom ar votadegoù hep disoc'h, gant prezegenn ar c'hardinal eskob hag un devezh-pediñ a-benn ar fin. Goude-se ne vez kinniget nemet an daou zen a oa aet ganto ar muiañ niver er votadeg diwezhañ.

Asant ha diskleriadenn[kemmañ]

Diskleriadenn ur pab nevez e balkon Sant-Per

Pa zo dibabet un den gant skolaj ar gardinaled e vez goulennet gantañ ma asant e garg gant ar c'hardinal henañ, dre ar frazenn latin : "Acceptasne electionem de te canonice factam in Summum Pontificem ? (Asantiñ a rit ho tilennadeg hervez kanon an Iliz evel beleg-meur ?)", ha galloud a ra respont an den "non accepto" (Ne asant ket) digudenn.

Goude ur mareig e kambr an daeloù evit prederiañ ha choazañ e zilhad a ya ar pab nevez e balkon an iliz-rouanez Sant-Pêr e-lec'h ma zo diskleriet e zilennadeg gant ar c'hardinal kentdiagon, gant ur rakger e seizh yezh disheñvel, hag ar formulenn e latin mil-anavezet :

Annuntio vobis gaudium magnum :
Habemus Papam !
Eminentissimum ac Reverendissimum Dominum,
Dominum [anv-bihan],
Sanctae Romanae Ecclesiae Cardinalem [anv-familh],
qui sibi nomen imposuit [anv-pab].

("Diskleriañ a ran deoc'h gant ul levenez vras :
Ur pab hon eus !
An Dreist Kenañ hag ar Reverantañ Aotrou,
Aotrou [anv-bihan],
Kardinal an Iliz Roman Santel [anv-familh],
a gemer evitañ an anv [anv-pab].")

Goude-se a ra ar pab nevez ur brezegenn d'an dud, heuliet gant ar formulenn "Urbi et Orbi". Abaoe Yann-Baol Iañ ne vez ket kurunet ar bibien gant an tiarenn.

Konklavoù diezhañ[kemmañ]

Fin ar C'honklav Pab Bro
orin
Niver
a zevezhioù
Niver
ar votadegoù
6 a viz C'hwevrer 1922 Pi XI Flag of Italy.svg Italia 5 14
2 a viz Meurzh 1939 Pi XII Flag of Italy.svg Italia 2 3
28 a viz Here 1958 Yann XXIII Flag of Italy.svg Italia 4 11
21 a viz Even 1963 Paol VI Flag of Italy.svg Italia 3 6
26 a viz Eost 1978 Yann-Baol I Flag of Italy.svg Italia 2 4
16 a viz Here 1978 Yann-Baol II Banniel Polonia Polonia 3 8
19 a viz Ebrel 2005 Benead XVI Alamagn Alamagn 2 4
13 a vuz Meurzh 2013 Frañsez Banniel Arc'hantina Arc'hantina 2 5

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. (en) CathEncy, Vicar of Christ, William H. W. Fanning


Da welout[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Teulfilm Italian war YouTube (istitlet e saozneg)