Kolobouz Guereza
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Primates | ||||
| Kerentiad : | Cercopithecidae | ||||
| Genad : | Colobus | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Colobus guereza Rüppell, 1835 |
|||||
|
|||||
Kolobouz Guereza (Colobus guereza) a zo ur marmouz hag a vev e kreiz, kornôg ha reter Afrika.
Doareoù pennañ [kemmañ]
War-dro 50 cm eo hirder e gorf ha betek 80 cm e c'hell bezañ e lost a zo un doupenn wenn en e benn. Etre 8 ha 13 kg eo e bouez. Du eo e vlevenn gant ur roudenn wenn tro-dro d'e zremm ha war e gostezioù.
A-strolladoù bihan e vev kolobouz Guereza: ur par gant un nebeud parezed hag o re vihan.
Difenn a ra e diriad gant roc'hadennoù ha lammoù.
Ur perzh dibar zo gant e venvegad koazhañ: an hanter vuioc'h a elfennoù bouedus a c'hell tennañ diwar e voued eget ar marmouzed all a-drugarez da vakteri en e stomog.