Kolobok

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kolobok war un timbr.

Kolobok (колобо́к) zo anv un haroz en ur gontadenn-bobl rusek hag ukrainek heñvelanvet, ur boud melen ha kelc'hiek. Ur gontadenn damheñvel zo bet dastumet ivez e norgeeg hag en alamaneg. Kalzik e tenn d'an istor saoznek The Gingerbread Man. Hervez doare-envel Aarne-Thompson eo renket er rumm 2025.

Ur ganaouennig er gontadenn a seblant bout arouez un orin ukrainat pe bielorus.

Troidigezhioù[kemmañ]

Daoust ma vez miret an anv kolobok en darn vrasañ eus an troidigezhioù eo bet kemmet e galleg e daou skrid:

  • Roule Galette, savet gant Natha Caputo,
  • La Petite Galette ronde, gant Lise Gruel-Apert.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.