Kolibri Elena

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kolibri Elena
Rummatadur klasel
Riezad : Loened
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhiad : Trochiliformes
Kerentiad : Trochilidae
Genad : Mellisuga
Spesad : M. helenae
Anv skiantel
Mellisuga helenae
(Lembeye, 1850)
Ar pennad-mañ a denn d'ar
vevoniezh
AlphaHelixSection.svg Kantarell, Iduns kokbok.jpg Symbole-Zoo.png

Evned bihanañ ar bed eo Kolibried Elena (Mellisuga helenae) : 5 pe 6 santimetrad hed hag etre 1,6 hag 1,9 gramm. Ha c'hoazh ez eo bihanoc'h ar par evit ar barez.

[kemmañ] Anv

Lakaet eo bet en anv-mañ en enor da Hélène Booth, pried ur mignon da Juan Gundlach (1810-1896), an naturour alaman en deus bevet meur a vloaz e Kuba.

[kemmañ] Lec'h-bevañ

Gallout a reed kavout an evned-se e Kuba (e-lec'h ma reer zunzúnes anezho) hag en Enez ar Pin. Soñjal a reer ez int evned chomidik, daoust ma'z eus bet gwelet unan bennak e Providenciales (Inizi Caicos) hag en inizi Bahamas.

O vihanaat emañ o niver, dre ma vez distrujet ar c'hoadoù ma vevont, ha ne vezont ket ken stank ken.

Debriñ a ra nektar dreist-holl. Pakañ a ra ivez amprevaned bihan. Ar re yaouank lezet en neizh pa vez ar barez o klask he boued ne vezont ket pell o tapout hag o tebriñ an amprevaned bihan a dremen war-hed taol.

[kemmañ] Sell ivez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all