Koef
Ur c'hoef zo ur pennwisk a veze gant ar merc'hed diwar ar maez, e Breizh hag e meur a vro all, betek deroù an XXvet kantved. Dont a ra moarvat eus ar boned a zo bet kaeraet gant an amzer.
Taolenn |
[kemmañ] Yezh
Dont a ra an anv eus ar ger gallek coiffe, hag a dalveze evit kement tra a vez lakaet war ar penn, un tamm evel ar boned eta. E saozneg e lavarer bonnet, a vez troet e brezhoneg gant boned alies. Goude d'ar gerioù bezañ hañval a orin eo disheñvel o ster .
[kemmañ] Koefoù Breizh
Koefoù a veze gwelet c'hoazh gant ar re gozh en un nebeud kornioù, Bro-Vigoudenn ha Plougastell-Daoulaz dreist-holl, e dibenn an XXvet.
E miz meurzh 2011 e oa poltred ar Vigoudenn koefet diwezhañ war golo ar gelaouenn Bretons. Hiziv e vezont douget dreist-holl gant merc'hed ar C'helc'hioù Keltiek ha kentoc'h e-pad an hañv pa vez dibunadegoù folklorel.
[kemmañ] Kerne
Bro ar c'hoefoù e oa Kerne.
[kemmañ] Treger
E Treger e veze douget ar c'hoef gant ar merc'hed kozh betek dibenn ar bloavezhioù 1960.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Koefoù
- Ar penn-sardin eo anv koef Douarnenez
- Ur sparlenn eo anv koef Kastellin.
- Ur Vigoudenn a vez lavaret eus ur vaouez eus ar Vro-Vigoudenn e koef.
[kemmañ] Dibunadegoù folklorel
- Gouelioù Kerne e Kemper
- Sant-Loup Gwengamp
- Rouedoù Glas Konk-Kerne
[kemmañ] Liamm diavaez
[kemmañ] Skeudennoù
-
Koef e Slovenia
-
Koef e Gwernenez
-
Koefoù e Trélou-sur-Marne, e Pikardi
-
Koefoù liesseurt eus an Izelvroioù
-
Koef eus Elzas