Koedmaeg

Eus Wikipedia
Koedmaeg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallaouek Coétmioec
Anv gallek (ofisiel) Coëtmieux
Bro istorel Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Sant-Brieg
Kanton Lambal
Kod kumun 22044
Kod post 22400
Maer
Amzer gefridi
Dominique Tirel
2014-2026
Etrekumuniezh Lambal Douar ha Mor
Bro velestradurel Bro Sant-Brieg
Lec'hienn web (fr)www.coetmieux.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 792 ann. (2020)[1]
Stankter 223 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 29′ 33″ Norzh
2° 35′ 57″ Kornôg
/ 48.4925, -2.59916666667
Uhelderioù kreiz-kêr : 61 m
bihanañ 32 m — brasañ 83 m
Gorread 8,02 km²
Lec'hiañ ar gêr
Koedmaeg

Koedmaeg a zo ur gumun eus Bro Sant-Brieg e kanton Lambal, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koedmaeg zo lesanvet « etre Evron ha Gouesan » peogwir eo lec’hiet etre an div stêr. En em adkavout a reont e lenn faos Pontoù-Nevez evit mont goude d’en em deurel e Bae Sant-Brieg (en Hilion). (Daveoù a vank)

Kumunioù amezek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Régis de Saint-Jouan ː ecclesia S. Quirini que sita est in silva que dicitur Meuc, 1190; Coatmeoc, 1392; Couesmieuc, 1602; Coemieux, 1702; Coetmieux, 1694
  • Bernard Tanguy ː Coetmaioch, 1152; Coetmaeuc, 1158; eccl. Sancti Quirini in silva que dicitur Meuc, 1190; Coetmehoc, Coimehuc, 1201-1231; Coesmauc, 1314; Coatmeoc, 1392; Coetmieuc, fin XIVvet kantved; e gallaoueg ː Couémieu
  • Erwan Vallerie ː Cotmeico, 1124; Sylva que dicitur Meuc, 1190; Coetmieuc, XIVvet kantved; Coatmeoc, 1392; Coesmieuc, 1423; Coutmieuc, 1654; Coetmieu, 1709; Coüesmieux, 1731; Coesmieux, 1779

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An anv Koedmaeg zo savet diwar elfennoù brezhonek « koed » (koad) ha « Maeg ». An dra-se a dalvez neuze Koad Sant-Vaeg. Ar sant breton-se en deus roet e anv da gumun Sant-Vaeg, lec’hiet etre Mur ha Korle nebeut brudet ivez anvet Sant-Maeoc, Sant Nic pe Sant-Mayeux. (Daveoù a vank)

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Rannet; ouzh 1 en glazur, e deir manal ed en aour ereek en sabel; ouzh 2, en aour e zervenn diframmet en geot[2] »

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Parrez Koedmaeg enezennet en eskopti Sant-Brieg a oa un darn eus deaniezh Koedmaeg, stag ouzh eskopti Dol hag e veze dindan anv Sant Yann-Vadezour. Stag e oa ouzh trev Tregenestr.

Dispac'h gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An 23 Meurzh 1793 ː taget eo gwetur-lizhiri Paris gant Boishardy hag e chouanted war ur bont etre Koedmaeg ha Peuñvrid. Kaset e oa war-dreñv ar Republikaned deut evit adkemer ar wetur. Krogad kentañ ar Chouanted e oa.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas 18 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 2,83 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas daou zen eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas ur soudard e 1960.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Sant Yann-Vadezour giz Breizh awenet gant ilizoù Penn-ar-Bed.
  • Monumant ar re varv.
  • Stank Pontoù-Nevez gant e stankell.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abraham, aotrounez Closmenier ː En argant, e deir eilenn en sabel, eilet gant dek steredenn en gul, 4, 3, 2, 1[4]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lervlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée . ArMen. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr) Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890