Klytia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn d'an nimfenn Klitia

Klitia pe Klytia (Κλυτία e gregach) a oa un nimfenn, merc'h da Okeanos ha Tethys.


Ar vojenn[kemmañ]

Sot e oa Apollon, an Heol, ganti. Met goude ur pennad e kavas gwelloc'h sellout ouzh Leukotoe.

Ha glac'haret an nimfenn, ha gwarizi enni. Mont ha reas neuze da ziskuliañ da Orc'hamus, tad eben, gant piv ez ae e verc'h da c'hoari. Hag hennezh ha kondaoniñ e verc'h, dre ma ne oa ket gwerc'hez ken, d'ar marv, ha da vezañ mouget en traezh.

Droug a savas en doue outi. Ken glac'haret ha ma oa Klytia, ha hi da chom en he noazh, hep tamm na takenn, e-pad nav deiz, war ar reier, da sellout ouzh an Heol en e red, o ouelañ d'o disparti. A-benn an nav deiz-se e teuas da vout melen ha rous. Kastizet e voe gant Apollon: treiñ anezhi a reas en ur vleunienn, an heliotrop pe tro-heol. Hag ar vleunienn a dro he fenn dre ma wel an heol o tremen a-us dezhi.

Evezhiadenn[kemmañ]

Er vojenn-mañ eo mesket Helios, an Heol, hag Apollon-Febus, doue an heol.

Skrid orin[kemmañ]

Kontet eo an istor e Metamorfozoù Ovidius.