Hlodomir

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Klodomir)
E ruz, rouantelezh Klodomir e 511

Hlodomir, pe Klodomir (war-dro 495 - 25 a viz Even 524) a voe roue ar Franked, asambles gant e vreudeur, eus 511 da 524.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Hlodwig Iañ ha da Hlotilde. Pa varvas e dad e 511 e voe rannet rouantelezh ar Franked etre pevar mab Hlodwig : Thierry Iañ, Childebert Iañ ha Hlotar Iañ. Rouantelezh Orleañs eo a voe roet da Hlodomir.

Dimeziñ a reas gant Guntheuca, merc'h-vihan d'ar priñs burgond Godegisel, war-dro 517. Lazhet e voe e-pad ar brezel ouzh ar Vurgonded d'ar 25 a viz Even 524 en emgann Vézeronce. Nebeut goude e voe lazhet e zaou vab gant e vreudeur Klotar ha Childebert, ha rannet rouantelezh Orleañs etreze.

Un trede mab dezhañ, Klodoald, a gavas furoc'h tec'hel da vont da vanac'h. Anvet e voe da sant gant an iliz katolik, hag e anv a gaver el lec'hanv Saint-Cloud.