Kloc'hdi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kloc'hdi iliz Bulad-Pestivien. Garidoù a zo en-dro d'an tour.

Ur c'hloc'hdi [1]zo un doare tour, war un iliz, uhel pe uheloc'h, ma'z eus ur c'hloc'h pe meur a hini. Peurvuiañ e lavarer tour an iliz, ha netra ken, pe neuze gant anv ar barrez: tour Plouenan, tour Plouvorn.

Garidoù a vez a-wechoù e lein an tour. Un aspled mein ez int, toull-didoull, hag a vez ouzh hent-tro kloc'hdioù zo.

Notennoù[kemmañ]

  1. Degaset gant Geriadur Vallée, diwar ar c'hembraeg: n'emañ ket e Geriadur ar Gonideg.


Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger kloc'hdi er
wikeriadur, ar geriadur frank.