Klavier

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Confusion colour.svgEvit ar c'hlaouier, benveg-seniñ, gwelet amañ.

ur c'hlavier

Un drobarzhell hag ur c'hetal enankañ karget da euvriñ ("data capture") nodoù (lizherennoù, sifrennoù, arouezennoù...) eo ar c'hlavier. Evel-se e c'heller, oc'h ober gantañ, kehentiñ gant an urzhiataer o kas dezhañ urzhioù (pe arc'hadoù). Evelkent e vez kavet klavierioù war meur a ijinenn estreget an urzhiataerioù evel an ardivinkoù-skrivañ da skouer pe al luc'heilerezioù hag an holl ardivinkoù e ranker kehentiñ gante dre kas dezhe nodoù a bep seurt.

Un tamm istor[kemmañ]

E 1868 e oa bet ergrafet ar c'halvier QWERTY e Milwaukee gant Christopher Latham Sholes. Dasparzhet e oa bet gantañ da bennoù ar c'hlavier ar stokelloù e-touez ar re arveretañ e saozneg a-benn ma ne vije ket gwialennoù an ardivink-skrivañ eus ar c'houlz-se a zougene an nodoù o vont da gengroiziañ ha d'en em c'hennañ. Gwerzhet e oa bet ar c'hlavier-se d'ar c'hevredad Remington e 1873. Ergrafet e oa bet neuze ar c'halvier QWERTY ha diwezhatoc'h hini AZERTY evit ar broioù galleger e-ragenep ar c'hwelaozouriezh ("the ergonomy") hag an efedusted.

E 1936 e oa bet ergrafet gant ur c'helenner e Skol-Veur Washinton, August Dvorak, ur c'hlavier hag a oa pal pennañ dezhañ an efedusted e-keñver staladur ar stokelloù. Gant ar c'hlavier-se anvet klavier Dvorak e oa bet staliet war linenn greiz anezhañ an holl vogalennoù hag ar 5 konsonnennoù ar muiañ arveret d'aesaat o haeziñ gant an daou zorn. Hogen n'en deus ket graet berzh ar c'hlavier Dvorak dre-benn d'al striv e vez red ober evit en em voasañ gantañ e-keñver ar boaz o deus an implijourien d'ober gant ar re QWERTY pe AZERTY.

Hag e 2003 e oa bet ergrafet gant un ijinour, Philippe Basciano Le Gall, ur c'hlavier, ar C'HWERTY, azasaet d'ar brezhoneg gant stokelloù a aesa e implij gant ar vrezhonegerien (c'h, ch, ù, ñ). Pajenn An Drouizig ma vez lank kaout titouroù a-zivout ar c'hlavier C'HWERTY.

Ar c'hennaskerioù[kemmañ]

Peurliesañ e vez kennasket ar c'hlavier ouzh an urzhiataer gant ul lugell PS/2 lec'hiet war dalbenn a-dreñv dezhañ.

Bremañ e vez gwerzhet muioc'h mui klavierioù USB ha klavierioù hep fun.

Rizhoù klavier[kemmañ]

Pevar rizh klavier a zo evit ar PCoù. An tri kentañ a oa bet ergrafet gant IBM hag an hini diwezhañ a zo un azasadur ergrafet gant Microsoft evit e reizhiad korvoiñ Windows 95 :

  • Ar c'havier 83 stokell a rizh PC/XT, an hini kentañ evit ar PCoù ha dreist-holl an hini kentañ digevredet diouzh an urzhiataer e-keñver ar re a oa d'ar c'houlz-se (Apple II, Amiga, ...).
  • Ar c'hlavier 84 stokell a rizh PC/AT, ergrafet e 1984. Ar c'hentañ klavier daouank e oa, pezh a roe an tu da wereañ stadoù gant diodoù LED. Ur reoler a oa kevanaet (kenstaget) gant ar bennwal ("mother-board") a roe an tu da gefluniañ arventennoù (talm arren ...).
  • Ar c'hlavier 102 stokell anvet klavier askouezh, ergrafet gant IBM e 1986.
  • Ar c'hlavier 105 stokell keverlec'h (pe kenderez) gant Microsoft Windows 95. Stokelloù a oa bet ouzhpennet evel ar re Windows da skouer.