Kiwix
Eus Wikipedia
Kiwix a zo ur meziant evit ma c'helfe an dud pellgargañ Wikipedia hep ar skeudennoù, ha gellout lenn ar pennadoù hep mont war internet.
Ar stumm 0.7 bêta a zo deuet er maez d'an 10 a viz Kerzu 2008, posubl eo e gavout evit Linux, Mac ha Windows gant prosesorioù x86. Ez teknikel ez eo diazezet war Xulrunner.
Tu 'zo dibab ar yezh a vez c'hoant, hag ivez al lodennoù (Wikimammenn, Wikeriadur, Wikiarroud pe Wikilevrioù).
Ar 730 000 pennad a oa war ar Wikipedia gall e pennkentañ 2008 a gemer 1.4 Go a blas[1]. Er meziant ez eus ul lusker enklask anvet Wikiwix.