Kiteron
Kiteron ( Κιθαιρώνας e gregach) a zo ur menez eus kreiz Hellaz kozh, etre Attika er c'hreisteiz, Boiotia en norzh, ha kêr Megara.
Brudet-tre eo er mojennoù en abeg d'ar Muzezed a lavared a oa o vevañ aze, hag en abeg da azeul Dionisos a yae di alies. E anv a voe roet d'ar menez diwar ur roue mojennel anvet Kiteron e Platea.
C'hwezhek kilometrad hirder zo d'ar aradennad, ha pignat a ra betek 1,409 km en he barr. Meur a zarvoud a c'hoarvezhas eno hervez mitologiezh Henc'hres. Skarzhet e voe Edipus diwar ar menez ha troc'het Akteon ha Penteo eno.
[kemmañ] Istor
Er marevezh istorel e c'hoarvezas emgann Platea e-harz ar menez er bloavezh 479 kent JK. Diwezhatoc'h e voe savet mogerioù-kreñv e Platea hag Eritras pa savas ar menez ur vevenn naturel en tabut a oa savet etre Aten ha Tebai.
Personelaat a rae pobl Platea ar menez evel ur roue.
Emañ ar C'hiteron en Elatia a-vremañ.
