Kigennoniezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar gigennoniezh a zo ul lodenn eus ar gorfadurezh a studi ar c'higennoù.

Kigennoù rizennek korf Mab-den[kemmañ]

Kefridioù ar c'higennoù[kemmañ]

Hervez o c'hefridioù e vez graet an diforc'h etre :

  • ar c'higennoù pleger a dosta elfennoù an eil ouzh egile (da skouer : tostaet e vez an arvrec'h ouzh ar vrec'h gant pleg ar vrec'h (ilin) )
  • ar c'higennoù astenner a bella elfennoù an eil diouzh egile (da skouer : pellaet e vez an troad diouzh ar vorzhed gant astenn ar glin)
  • ar c'higennoù palvstouer a dro war o ahel evit kas en-dro an elfennoù diavaez war-zu an diabarzh (da skouer : tostaet e vez ar biz-meud ouzh al linenn-greiz gant palvstouadenn an arvrec'h)
  • ar c'higennoù palvsaver a dro war o ahel evit pellaat an elfennoù diavaez diouzh an diabarzh.
  • Ar c'higennoù nesaer a dosta ar frammoù korfadurel ouzh al linenn greiz (da skouer : tu zo kroaziañ an divhar gant nesaat an divorzhed)
  • Ar c'higennoù pellaer a bella ar frammoù korfadurel diouzh al linenn greiz (da skouer : tu zo sevel an divrec'h gant o c'higennoù pellaer)
  • Ar c'higennoù-tro a lak elfennoù ar c'houbl da dreiñ war ahel hennezh (da skouer : kigenn vrasañ ar peñs a lak an askorn morzhed da dreiñ en askorn al lez)
  • Ar c'higennoù kelc'hstrishaer a zigor hag a serr un toull.

Meur a gefridi he deus pep kigenn (da skouer : pleg ha palvstouadenn an ilin gant ar gigenn balvstouer ront) hep gallout kaout div gefridi a ya an eil a-enep d'eben. Ur gigenn enep he deus pep kigenn hag a zo oberiant a-c'hindu (da skouer : kigenn daoubennek ar vrec'h a ya a-enep da gigenn drifennek ar vrec'h evit ar pezh a sell ouzh pleg/astenn an ilin). A-gevret e labour ar c'higennoù enep. Evit ma pleg unan eo ret d'an eil laosket eben d'hen ober, mod-all n'eus ket a fiñvadenn.

Kigennoù korf Mab-den[kemmañ]

639 kigenn, 570 kigenn rizennek an-o-zouesk (e-treuzarbenn d'ar c'higennoù lenkr evel ar c'haher kalon pe myocardium), a zo e korf Mab-den.


Pennadoù liammet[kemmañ]