Kib rugbi ar bed 2011

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kib rugbi ar bed 2011 eo pempvet kib rugbi ar bed aozet gant an International Rugby Board. E Zeland-Nevez eo bet dalc'het etre an 9 a viz Gwengolo 2011 hag an 23 a viz Here 2011. Gant skipailh Zeland-Nevez eo aet ar maout (trec'h 8-7 a-enep ar Frañs). Roet eo bet ar gib William Webb Ellis, anvet evel-se a-benn enoriñ ar paotr a vije bet krouet ar rugbi gantañ e 1823, d'ar c'hounideien.


Stadoù[kemmañ]

Nevesaet eo bet an darn vrasañ eus ar stadoù evit degemer an degouezh. Abalamour d'ar c'hrenoù-douar c'hoarvezet e miz Gwengolo 2010 hag e deroù 2011 e voe ret d'an aozerien dibab chom hep implijout Lancaster Park, stad Christchurch. C'hoariet e vo an hanter-c'hourfennoù hag ar gourfenn en Eden Park ma voe aozet gourfenn kib kentañ ar bed e 1987.

  • Auckland: Eden Park (Auckland, Blues), North Harbour Stadium (North Harbour)
  • Dunedin: Fosyth Barr Stadium at University Plaza (Otago, Highlanders)
  • Hamilton: Waikato Stadium (Waikato, Chiefs)
  • Invercargill: Rugby Park Stadium (Southland)
  • Napier: McLean Park (Hawkes's Bay)
  • Nelson: Trafalgar Park (Tasman Makos)
  • New Plymouth: Yarrow Stadium (Taranaki)
  • Palmerston North: Arena Manawatu (Manawatu)
  • Rotorua: Rotorua International Stadium (Bay of Plenty)
  • Wellington: Westpac Stadium (Wellington Lions, Hurricanes)
  • Whangarei: Okara Park (Northland)

E lizherennoù stouet, anvioù ar skipailhoù ma vez implijet ar stadoù ganto a-hed ar bloaz.

Skipailhoù[kemmañ]

Daouzek skipailh a voe perzheget a-drugarez d'o disoc'hoù e kib rugbi ar bed 2007: Aostralia, Arc'hantina, Bro-Gembre, Bro-Saoz, Bro-Skos, Fidji, Frañs, Italia, Iwerzhon, Suafrika, Tonga ha Zeland-Nevez. Evit an eizh plas diwezhañ e voe aozet bep a dournamant war ar pemp kevandir ha perzheget e voe Namibia evit Afrika, Kanada hag ar Stadoù-Unanet evit Amerika, Japan evit Azia, Jorjia ha Rusia evit Europa hag an inizi Samoa evit Oseania. Evit an tiked diwezhañ e voe aozet krogadoù perzhegus a yeas ar maout gant Roumania ur wezh bet trec'h war skipailhoù Tunizia ha Kazakstan. Bidorc'hig ar gib eo Rusia o vezañ ma'z eo ar wezh kentañ d'an Arzhed dont a-benn da berzhegañ evit an tournamant diwezhañ.

  • Strollad A

Frañs Frañs Banniel Japan Japan Banniel Kanada Kanada Flag of Tonga.svg Tonga Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez

  • Strollad B

Banniel Arc'hantina Arc'hantina Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz Banniel Bro-Skos Bro-Skos Banniel Jorjia Jorjia Banniel Roumania Roumania

  • Strollad C

Banniel Aostralia Aostralia Flag of Italy.svg Italia Iwerzhon Iwerzhon Banniel Rusia Rusia Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

  • Strollad D

Flag of Fiji.svg Fidji Kembre Kembre Banniel Namibia Namibia Flag of Samoa.svg Samoa Banniel Suafrika Suafrika


Liammoù[kemmañ]