Ki-dour India
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
| Genad : | Lutrogale | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lutrogale perspicillata Saint-Hilaire, 1826 |
|||||
| Statud CITES : | Amzeriad adwel dianav |
||||
|
|||||
Ki-dour India (Lutrogale perspicillata) zo ur c'hi-dour a vev e su Azia. Ar spesad nemetañ eus ar genad Lutrogale eo.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Kon-dour India eo ar c'hon-dour brasañ e su Azia. Muzuliañ a reont 130 cm ha gallout a reont pouezañ etre 7 ha 11 kg. Berroc'h ha c'hwekoc'h eo o blevenn eget hini ar c'hon-dour arall. Gell-du eo o c'hein ha gell-sklaer pe gris o c'hof.
20 vloaz e c'hellont bevañ en ur gwarezva. Kalz berroc'h eo o buhez en natur avat.
Emzalc'h ha gouennadur [kemmañ]
Unpried eo kon-dour India. A-hed o buhez e talc'h ar c'houbladoù. Daoust ma'z eo brasoc'h ar par e kemer ar barez he c'hreñv warnañ. Homañ a c'han etre unan ha pevar c'holen goude un dougen 61 - 65 devezh. Ganti e vezont desavet e-pad ur bloaz en un douarenn. Goude ma'z int dizonet eo aotret ar par da dostaat outo. Kemer a ra perzh d'o desavadur dre zegas preizhoù dezho.
En em vagañ a reont diwar pesked. A-stroll e hemolc'hont. War 7 - 12 km² e astenn o zachennad war a greder. Implijout a reont gwagrennoù-c'hwezh lec'hiet dindan o lost da verkañ anezhi.
Gwarez [kemmañ]
Hemolc'het e vezont evit o c'hreoñ met pennkaoz o stad arvarus eo distrujadur ha saotradur o ziriad.