Ki-dour Chile
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Mammalia | ||||
| Urzhiad : | Carnivora | ||||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||||
| Iskerentiad : | Lutrinae | ||||
| Genad : | Lontra | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Lontra provocax |
|||||
| Statud CITES : | Amzeriad adwel dianav |
||||
|
|||||
Ki-dour Chile (Lontra provocax), anvet ivez Huillín, a zo ur spesad ki-dour hag a vev e stêrioù ha war aodoù Patagonia Chile hag en un nebeud kornioù-bro en Arc'hantina.
Hervez klaskourien 'zo ne vefe nemet un isspesad eus ki-dour Kanada.
Taolenn |
[kemmañ] Doareoù pennañ
Muzuliañ a ra 100 cm ha pouezañ a ra etre 4 ha 5 kg. Hir eo e gorf ha plat e benn. Palvezek ha berr eo e bavioù ha skilfoù kreñv a zo ouzh e vizied. Gell-du eo e vlevenn gant ur c'hof gwenn. Debriñ a ra pesked, kregin, kresteneged hag evned-dour.
[kemmañ] Annez
Eus proviñs Cautín betek strizh-mor Magalhaes e vev ki-dour Chile, adalek live ar mor betek un uhelder a 1 000 m. Boutinoc'h e oa gwechall. Betek ar río Cauquenes hag ar río Cachapoal ez ae e diriad. En Arc'hantina e kaver anezhañ e stêrioù an Andoù.
[kemmañ] Gwarez
E Patagonia e kreder e tizh stankter kon-dour Chile 0.73 penn dre km war an aodoù, ar pezh a dalvez e vefe 20 000 hinienn er rannvro-se. Gwarezet eo gant al lezenn nº 4601 votet d'an 18 a viz Even 1929 ha war stagadenn I ar CITES emañ.